Elfennoù soniadoniezh

gant Yann-Vadezour ar Rouz
Lakaet enlinenn d’an 02.09.2019,
daskemmet d’an 04.10.2019 – stumm 4.0.

Berradurioù : p. pajennoù ; pg. pennger(ioù) ; rp. rannbennad.

Kevatalderioù : Frañsez Favereau, gl. Francis Favereau ; Reun ar Glev, gl. René Le Gléau ; Frañsez Vallée, gl. François Vallée.

Geriaoueg ar soniadoniezh

Ar benvegad soniañ

Ar benvegad soniañ

Organoù mouezhiañ :

  1. plegoù ar vouezh

Kefioù dasson :

  1. kavenn ar genoù
  2. kavenn ar weuz
  3. kavenn ar fri

Lec'hioù distilhañ :

  1. tarzh
  2. gorre ar c'harloc'henn
}garloc'henn
  1. gargadenn
  2. hugenn
  3. gouel ar staon, pe staon vlot
  4. staon galet
  5. araog ar staon, adreñv logigoù an dent
  6. logigoù an dent
  7. dent
  8. gweuz uhelañ

Organoù strishaer pe lodennoù strishaer an organoù

  1. plegoù ar vouezh
  2. ankoue
  3. gwrizienn an teod
  1. adreñv kein an teod
  2. kreiz kein an teod
  3. araog kein an teod
}kein an teod
  1. lavnenn an teod
  2. beg an teod
  3. endanveg an teod
}kurunenn an teod
  1. gweuz izelañ.

Taolenn ar c'hensonennoù

doare kensonenngarloc'hennteodgweuz
gwriziennkeinkurunenn
korzailhenn
tarzhankouegargadennhugenngoueldrek-staonstaonrak-staonkilblegdrek-logigoùlogigoùdentteod-gweuzgweuz-dentdiweuz
friennoù[ɴ][ŋ̊][ŋ][ɲ̊][ɲ][ɲ̟][ɳ̊][ɳ][n̠][n̥][n][n̪][n̼][ɱ][m̥][m]
bloskennoù[ʔ][ʡ][q][ɢ][k][ɡ][k̟][ɡ̟][c][ɟ][ʈ][ɖ][t][d][t̪][d̪][t̼][d̼][p̪][b̪][p][b]
ruzennoù[h][ɦ][ʜ][ʢ][ħ][ʕ][χ][ʁ][x][ɣ][x̟][ɣ̟][ç][ʝ][ɕ][ʑ][ʂ][ʐ][ʃ][ʒ][s][z][θ][ð][θ̼][ð̼][f][v][ɸ][β]
trekinennoù[ʡ͡ħ][q͡χ][ɡ͡ɣ][c͡ç][ɟ͡ʝ][t͡ɕ][d͡ʑ][ʈ͡ʂ][ɖ͡ʐ][t͡ʃ][d͡ʒ][t͡s][d͡z][t̪͡θ][d̪͡ð][p̪͡f][b̪͡v][p͡ɸ][b͡β]
damdostennoù[ɰ̊][ɰ][j̊][j][ɻ̊][ɻ][ɹ̥][ɹ][ð̞][ʋ̥][ʋ][β̞]
flapennoù[ʡ̆][ɢ̆][ɽ̊][ɽ][ɾ̥][ɾ][ɾ̪][ɾ̼][ⱱ][ⱱ̟]
fringolennoù[ʜ][ʢ][ʀ̥][ʀ][ɽ͡r][r̠][r̥][r][r̪][ʙ̥][ʙ]
fringolennoù ruz[ʀ̝̊][ʀ̝][r̝̊][r̝]
ruzennoù kostez[ʟ̝̊][ʟ̝][ʎ̝̊][ʎ̝][ɭ̝̊][ɭ̝][ɬ][ɮ]
trekinennoù kostez[k͡ʟ̝̊][ɡ͡ʟ̝][c͡ʎ̥˔][t͡ɬ][d͡ɮ]
damdostennoù kostez[ʟ̠][ʟ̥][ʟ][ʎ̥][ʎ][ʎ̟][ɭ̊][ɭ][l̥][l][l̪]
flapennoù kostez[ʟ̆][ʎ̯][ɭ̆][ɺ]
distrinkennoù[qʼ][kʼ][cʼ][ʈʼ][tʼ][t̪ʼ][pʼ]
ruzennoù distrink[χʼ][xʼ][çʼ][ɕʼ][ʂʼ][sʼ][θʼ][fʼ][ɸʼ]
trekinennoù distrink[q͡χʼ][k͡xʼ][c͡çʼ][t͡ɕʼ][ʈ͡ʂ][t͡ʃʼ][t͡sʼ][t̪͡θʼ][p̪͡fʼ]
ruzennoù distrink kostez[ɬ’]
trekinennoù distrink kostez[k͡ʟ̝̊ʼ][c͡ʎ̥˔][t͡ɬʼ]
klikoù[ǀ][ǀ̬][ʘ][ʘ̬]
klikoù fri[ǀ̃][ʘ̃]
klikoù kostez[ǁ][ǁ̬]
enbloskennoù[ʛ̥][ʛ][ɠ][ʄ][ɗ̥][ɗ][ɓ̥][ɓ]

Evezhiadennoù

  • Roll ar soniadoù kinniget amañ ned eo ket klok. Kalz re all a zo anezho c'hoazh.
  • Sonioù zo a vez treuzskrivet gant adarouezennoù pe gant meur a arouezenn. Lakaet int bet e orañjez e-barzh an daolenn. Evit lod anezho ez eus meur a zoare d’o zreuzskrivañ. Unan hepken a zo bet dibabet amañ.
  • Louet eo al logoù ma ne c'haller ket distilhañ son ebet.
  • Ne vez ket implijet an termen korzailhenn gant an holl yezhoniourien, rak ned eo ket anavezet ar gorzailhenn evel un organ. Koulskoude e weler mat en deus al lec'h-se perzhioù dezhañ. Da skwer, ne c'haller distilhañ na friennoù na kostezennoù eno.

Geriaoueg

An termenoù kinniget amañ hep dave ned int ket testeniekaet.

arsavenn

Termenadur : kensonenn a zistager dre herzel tremen an aer ha lakaat hemañ da arsaviñ ur predig.

Isrummadoù : bloskennoù, trekinennoù, distrinkennoù, enbloskennoù.

Enebadur : enebiñ a reer an arsavennoù ouzh ar c'hwezhennoù.

Renkadur : stankennoù genoù eo an arsavennoù.

Gerdarzh : diwar ar pennanv arsav.

bloskenn

Termenadur : kensonenn a zistager dre stankañ tremen an aer er gorzailhenn pe er genoù ha lezel hemañ da dremen trumm drezi pe drezañ en ur vloskañ.

Termenadurioù all :

  • Kensonenn a zistager dre lakaat an aer da darzhañ er genoù. (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. tarzh ; Menard ha Kadored : 2001:pg. tarzh)
  • Kensonenn a zistager dre stankañ ar san analañ ha lezel an aer da dremen trumm drezi. (Menard ha Kadored : 2001:pg. tarzhenn2)

Renkadur : stankennoù genoù ha skoilhennoù eo ar bloskennoù.

Anvadoù all :

  • tarzhenn (Evenou, 1987 ; Menard ha Kadored, 2001:pg. tarzhenn2 ; Menard, 2012: pg. plosive),
  • kensonenn darzh (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. kensonenn, tarzh ; Menard ha Kadored, 2001:pg. kensonenn, tarzh),
  • kensonenn-darzh (Kervella, 1947:rp. 16).

Gerdarzh : diwar an termen blosk, hag a zo henvelster d’ar pennanv tarzh (Ar Glev, 1987:pg. explosion ; Menard, 2012:pg. explosion).

Evezhiadenn : gant an termen-mañ e c'haller slaeraat an termenoù tarzh ha tarzhenn war dachenn ar soniadurezh, ha diforc'hellekaat an droienn kensonenn darzh. Sellet ouzh tarzh.

c'hwezh

Arver : kensonenn c'hwezh.

Termenadur : a zistager dre lezel an aer da dremen dre ar genoù pe ar fri pa vez distilhet.

Isrummadoù : friennoù, ruzennoù, damdostennoù, ha, war varteze, kostezennoù, fringolennoù ha flapennoù.

Enebadur : enebiñ a reer ar c'hensonennoù c'hwezh ouzh an arsavennoù, ar vogalennoù ha, war varteze, ar c'hostezennoù, ar fringolennoù hag ar flapennoù.

Adstumm : kensonenn-c'hwezh (Kervella, 1947:rp. 16),

Evezhiadenn : sterioù all a gaver evit kensonenn-c'hwezh. Sellet ouzh damdostenn ha ruzenn.

c'hwezhenn

Termenadur : kensonenn pe vogalenn a zistager dre lezel an aer da dremen dre ar genoù pe ar fri pa vez distilhet.

Isrummadoù : kensonennoù c'hwezh ha vogalennoù.

Enebadur : enebiñ a reer ar c'hwezhennoù ouzh an arsavennoù.

Evezhiadenn : ur ster all a gaver evit c'hwezhenn. Sellet ouzh damdostenn.

damdostenn

Termenadur : kensonenn a zistager dre strishaat un tammig tremen an aer ha lezel hemañ da zasseniñ pa vez distilhet.

Termenadurioù all :

  • Kensonenn, distaget evel ur gensonenn ruz, zo heglev dre ma tasson an aer pa vez distilhet. (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. c'hwezh2 ; Menard ha Kadored, 2001:pg. c'hwezh2)
  • Kensonenn a zistager dre strishaat ar san analañ a-benn herzel un tammig ouzh tremen an aer drezi. (Menard ha Kadored, 2001:pg. c'hwezhenn)

Isrummadoù : damdostennoù kreiz ha damdostennoù kostez.

Renkadur : dassonennoù genoù eo an damdostennoù.

Anvadoù all :

  • c'hwezhenn (Evenou, 1987 ; Menard ha Kadored, 2001),
  • kensonenn c'hwezh (Vallée, 1931:pg. spirant ; Lagadeg ha Menard, 1995:pg. kensonenn, c'hwezh2 ; Menard ha Kadored, 2001:pg. kensonenn, c'hwezh2 ; Menard, 2012:pg. spriant),
  • kensonenn-c'hwezh (Favereau 1992:pg. spriant).

Evezhiadennoù :

  • ur ster all a zo roet amañ d’an termen c'hwezhenn. Sellet ouzh c'hwezhenn.
  • sterioù all a gaver evit kensonenn-c'hwezh. Sellet ouzh c'hwezh ha ruzenn.

daskrenenn

Termenadur : kensonenn a zistager dre lakaat an ankoue, an hugenn, beg an teod, ur weuz pe an div da zaskrenañ.

Isrummadoù : daou zoare a zo da rannañ an daskrenennoù,

  • fringolennoù ha flapennoù,
  • daskrenennoù skoilh, da lavaret eo fringolennoù ruz, ha daskrenennoù dasson, da lavaret eo fringolennoù dasson ha flapennoù.

Testeni : Evenou (1987).

dasson

Arver : kensonenn dasson.

Termenadur : a zistager dre leuskel an aer da zasseniñ er genoù pe er fri.

Isrummadoù : damdostennoù, linkennoù ha kensonennoù fri.

Enebadur : enebiñ a reer ar c'hensonennoù dasson ouzh ar skoilhennoù hag ar vogalennoù.

Anvadoù all :

  • kensonenn sonek (Kervella, 1947:rp. 16, 23 ; Lagadeg ha Menard, 1995:pg. sonek ; Menard ha Kadored, 2001:pg. sonek),
  • kensonenn linkus (Kervella, 1947:rp. 16, 23 ; Lagadeg ha Menard, 1995:pg. linkus ; Menard ha Kadored, 2001:pg. linkus).

Evezhiadenn : ur ster all he deus an droienn kensonenn linkus. Sellet ouzh linkenn.

dassonenn

Termenadur : kensonenn pe vogalenn a zistager dre leuskel an aer da zasseniñ er genoù pe er fri.

Isrummadoù : kensonennoù dasson ha vogalennoù.

Enebadur : enebiñ a reer an dassonennoù ouzh ar skoilhennoù.

Testeni : Evenou (1987), Menard (2012:pg. sonnant).

distrink

Arver : bloskenn distrink, ruzenn distrink, trekinenn distrink

Termenadur : a zo un distrinkenn pe distrinkennoù.

distrinkenn

Termenadur : kensonenn a zistager dre stankañ an tarzh ha lakaat aer chomet er gorzailhenn pe er genoù da vont er-maez e doare pe zoare, hag, ent strizh, en ur vloskañ.

Isrummadoù : bloskennoù distrink, ruzennoù distrink, trekinennoù distrink.

enbloskenn

Termenadur : kensonenn a zistager dre stankañ an tarzh ha lakaat aer er gorzailhenn pe er genoù da vont e-barzh en ur vloskañ.

Anvad all : entarzhenn (Menard, 2012:pg. implosif).

flapenn

Termenadur : kensonenn a zistager dre lakaat an ankoue, an hugenn, beg an teod, ur weuz pe an div da zaskrenañ en ur ober ur monedone hepken.

Renkadur : daskrenennoù dasson eo ar flapennoù.

Evezhiadenn : an hevelep termen a gaver er vannielouriezh (Menard, 2012:pg. battant2).

fri

Arver : kensonenn fri.

Termenadur : [kensonenn] a zistager dre ar fri. (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. fri ; Menard ha Kadored, 2001:pg. fri, frienn)

Testenioù : Kervella (1947:rp. 16), Menard (2012).

Adstumm : kensonenn-fri (Favereau, 1992:pg. nasal ; Lagadeg ha Menard, 1995:pg. fri ; Menard ha Kadored, 2001:pg. fri).

frienn

Termenadur : [kensonenn pe vogalenn] a zistager dre ar fri. (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. fri ; Menard ha Kadored, 2001:pg. fri, frienn)

Isrummadoù : vogalennoù fri ha kensonennoù fri.

Testenioù :

  • Evenou (1987) evit ur gensonenn,
  • Menard ha Kadored (2001), Menard (2012:pg. nasal) evit ur gensonenn pe ur vogalenn.

fringolenn

Termenadur : kensonenn a zistager dre lakaat an ankoue, an hugenn, beg an teod, ur weuz pe an div da zaskrenañ en ur ober meur a vonedone.

Isrummadoù : fringolennoù dasson, fringolennoù ruz.

Renkadur : daskrenennoù eo ar fringolennoù, skoilhennoù eo ar fringolennoù ruz ha dassonennoù eo ar fringolennoù dasson.

Anvad all : « kensonenn rollet », an termen rollet a gaver e yezhadur Kervella (1947:rp. 23) hag e geriadur Menard (2012:pg. roulé) evit deskrivañ an r.

Gerdarzh : diwar ar pennanv fringol.

kilbleg

Gerdarzh : diwar ar rakger kil- hag an adanv pleg, en hevelep doare m’eo savet ar pennanv heñvelstumm meneget gant Favereau (1991:pg. kilbleg).

Termen all : kilbleget (Favereau 1992:pg. kilblegañ).

Evezhiadenn : ar c'hensonennoù kilbleg a zistager gant beg pe endanveg an teod dre grommañ an teod.

klik

Termenadur : kensonenn a zistager dre stankañ an aer er genoù gant lodenn a-dreñv an teod ha lakaat an aer da enbloskañ gant lodenn a-raok an teod pe gant an diweuz.

Testeni : Menard (2012:pg. clic).

kostezenn

Termenadur : kensonenn a zistager dre stankañ kreiz ar genoù gant an teod ha leuskel an aer da dremen war ur c'hostez pe an daou.

Isrummadoù : ruzennoù kostez, damdostennoù kostez, trekinennoù kostez.

Enebadur : enebiñ a reer ar c'hostezennoù ouzh ar c'hensonennoù kreiz hag ar vogalennoù.

Testeni : Evenou (1987).

kreiz

Arver : kensonenn greiz.

Termenadur : kensonenn a zistager dre lakaat an aer da dremen e kreiz ar genoù.

Enebadur : enebiñ a reer ar c'hensonennoù kreiz ouzh ar c'hostezennoù hag ar vogalennoù.

linkenn

Termenadur : kensonenn a zistager dre stankañ an aer a-zarn er genoù.

Isrummadoù : fringolennoù dasson, flapennoù.

Enebadur : enebiñ a reer al linkennoù ouzh ar stankennoù hag ar redennoù, ma n’o renker ket e-touez ar re-mañ ziwezhañ.

Renkadur : dassonennoù eo al linkennoù.

Testeni : Evenou (1987), Menard ha Kadored (2001).

Anvadoù all :

  • kensonenn linkus (Vallée, 1931:pg. liquide ; Lagadeg ha Menard, 1995:pg. linkus ; Menard ha Kadored, 2001:pg. linkus ; Menard, 2012:pg. liquide1),
  • kensonenn lenkr (Favereau, 1992:pg. lenkr, liquide),
  • kensonenn liñvel (Favereau, 1992:pg. liquide).

Evezhiadenn : un eil ster he deus an droienn kensonenn linkus. Sellet ouzh dassonenn.

red

Arver : kensonenn red.

Termenadur : kensonenn a zistager dre leuskel an aer da redek er genoù.

Isrummadoù : ruzennoù, damdostennoù kreiz, ha, war varteze, kostezennoù, fringolennoù ha flapennoù.

Enebadur : enebiñ a reer ar c'hensonennoù red ouzh ar stankennoù, war varteze al linkennoù, hag ar vogalennoù.

Renkadur : kensonennoù c'hwezh genoù eo ar c'hensonennoù red.

redenn

Termenadur : kensonenn pe vogalenn a zistager dre leuskel an aer da redek er genoù.

Isrummadoù : kensonennoù red ha vogalennoù.

Enebadur : enebiñ a reer ar redennoù ouzh ar stankennoù, ha, war varteze, ar c'hostezennoù, ar fringolennoù hag ar flapennoù.

Renkadur : c'hwezhennoù genoù eo ar redennoù.

Gerdarzh : diwar ar pennanv red.

ruz

Arver : fringolenn ruz

Termenadur : a zistager en ur lakaat an aer da ruzañ er genoù. (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. ruz3 ; Menard ha Kadored, 2001:pg. ruz3)

Testenioù : Lagadeg ha Menard (1995:pg. kensonenn, ruz3), Menard ha Kadored (2001:pg. kensonenn, ruz3).

ruzenn

Termenadur : kensonenn a zistager en ur lakaat an aer da ruzañ er genoù. (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. ruz3 ; Menard ha Kadored, 2001:pg. ruz3)

Isrummadoù : ruzennoù kreiz, ruzennoù kostez.

Renkadur : skoilhennoù c'hwezh eo ar ruzennoù.

Testeni : Evenou (1987).

Anvadoù all :

  • kensonenn ruz (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. kensonenn, ruz3 ; Menard ha Kadored, 2001:pg. kensonenn, ruz3),
  • kensonenn-c'hwezh (Kervella, 1947, rp. 16 ; Favereau 1992:pg. fricatif),
  • kensonenn-c'hwezhiñ (Favereau 1992:pg. fricatif),
  • rimienn (Menard, 2012:pg. fricatif).

Evezhiadenn : sterioù all a gaver evit kensonenn-c'hwezh, da skwer e kaver, e-kichen ar ster strizh-mañ en un daolenn, ur ster ledanoc'h en destenn e yezhadur Kervella. Sellet ouzh c'hwezh ha damdostenn.

skoilhenn

Termenadur : kensonenn a zistager dre stankañ pe beuzstankañ an aer er benvegad soniañ ha strafuilhañ an tremen anezhañ er mod-se.

Isrummadoù : bloskennoù, ruzennoù, trekinennoù, fringolennoù ruz.

Enebadur : enebiñ a reer ar skoilhennoù ouzh an dassonennoù.

stankenn

Termenadur : kensonenn a zistager dre stankañ tremen an aer er gorzailhenn pe er genoù.

Isrummadoù : stankennoù genoù, da lavaret eo bloskennoù ha trekinennoù, ha stankennoù fri, da lavaret eo kensonennoù fri.

Enebadur : enebiñ a reer ar stankennoù ouzh ar redennoù, ha, ma n’o renker ket e-touez ar re-mañ ziwezhañ, ouzh al linkennoù.

Renkadur : arsavennoù eo ar stankennoù genoù, ha c'hwezhennoù eo ar stankennoù fri.

Testeni : Menard (2012:pg. occlusif).

Anvad all : kensonenn stankus (Vallée, 1931:pg. occlusif ; Favereau, 1992:pg. occlusif).

tarzh

Testenioù : Ar Glev (1988:pg. glotte), Étienne (1999:pg. glotte), Favereau (1992:pg. glotte), Menard (2012:pg. glotte).

Anvadoù all :

  • faout (Ar Glev, 1988:pg. glotte),
  • faout-avel (ar gorzailhenn) (Vallée, 1931:pg. glotte),
  • glotenn (Evenou, 1987).

Ster all er yezh pemdez : e c'hall talvezout «tarzh» kement a «faout» ha «gwask», evel en troiennoù heñvelster «tarzh an nor» ha «gwask an nor» (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. gwask3, tarzh ; Menard ha Kadored : 2001:pg. gwask2, tarzh).

Evezhiadenn : Menard (2012) a laka kemm etre kensonenn darzh, anvet ivez glotalenn ha tarzhegenn en e c'heriadur (pg. glottal), ha tarzhenn (pg. plosive), evit ar vloskenn.

trekinenn

Termenadur : kensonenn a zistager dre stankañ tremen an aer er gorzailhenn pe er genoù ha leuskel hemañ da dremen trumm drezi pe drezañ en ur vloskañ hag en ur ruzañ un tammig.

Evezhiadenn : distagañ a reer ur drekinenn evel ur vloskenn heuliet gant ur ruzenn.

Renkadur : skoilhennoù eo an trekinennoù.

Gerdarzh : diwar ar pennrann trekin- eus ar verb trekinañ.

Doareoù da zistilhañ an « r »

E brezhoneg e vez rollet pe risklet an r (Kervella, 1947:rp. 23). Klevet e vez stank ar fringolennoù logigoù hag ar ruzennoù hugenn e brezhoneg evel-se, met distilhet e vez ivez fringolennoù hugenn a-wezhioù, ha damdostennoù kilbleg en ul lodenn eus Treger.

Geriadoniezh

Evit envel al linkennoù e ro Frañsez Favereau an adanv lenkr hag a zeufe eus Frañsez Vallée (Favereau, 1992:pg. lenkr). Hogen, an adanv linkus eo a gaver e geriadur Vallée (1931: pg. liquide).

Lakaet ez eus bet diaes geriadurourien zo gant ar ruzennoù hag ar damdostennoù. Diresis eo ar ger kensonenn-c'hwezh gant Frañsez Favereau, da skwer, pan eo an hini nemetañ a glot gant ar sterioù ruzenn ha damdostenn (Favereau, 1992:pg. fricatif, spirant).

Ha drougvesket eo ar ruzennoù hag ar damdostennoù e geriadur Menard ha Kadored (2001:pg. c'hwezh, c'hwezhenn). Kevatal e tlefe bezañ termenadur c'hwezhenn ha hini kensonenn c'hwezh. Hogen, ar skwer c’hwezhennoù gweuz a reer eus ‘f’ ha ‘v’, roet er pennger c'hwezhenn, a zo enep termenadur an droienn kensonenn c'hwezh meneget er pennger damdostenn uheloc'h, rak ne zasson ket an aer pa vez distilhet ar sonioù [f] ha [v].

Dre fazi ivez ez eo skrivet kensonenn tarzh en hevelep geriadur (Menard ha Kadored, 2001:pg. tarzhenn2) ; ar stumm reizh kensonenn darzh a gaver er pennger tarzh.

Amsklaer eo kemmadur ar g. Kavout a reer : kensonenn genoù ha vogalenn c'henoù (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. kensonenn, vogalenn ; Menard ha kadored, 2001:pg. kensonenn, vogalenn).

Levrlennadur

  • Étienne, Guy : 1999. Geriadur ar gorfadurezh hervez an destladur etrevroadel P. N. A. e teir yezh : galleg, latin, brezhoneg gant alc'houezioù divyezhek latin-brezhonek, brezhonek-latin – Dictionnaire de l’anatomie conforme à la nomenclature internationale P. N. A. en trois langues : français, latin, breton, eil embannadur. Mayenne : Preder.
  • Evenou, Yvon Erwan : 1987. Description phonologique du breton de Lanvénégen (canton du Faouët, Cornouaille) – Studi fonologel brezhoneg Lanijen (kanton ar Faoued, Kernev). Tezenn renet gant Per Denez ha soutenet e Roazhon. Diembann. « Geriadurig brezhonek-gallek », p. 9-17.
  • Favereau, Francis : 1992. Geriadur ar brezhoneg a-vremañ brezhoneg-galleg galleg / brezhoneg – Dictionnaire du breton contemporain bilingue. Montroulez : Skol Vreizh.
  • Kervella, Frañsez : 1947. Yezhadur bras ar brezhoneg. Skridoù Breizh. Adembannet e 1995. Kintin : Al Liamm.
  • Lagadeg, Jean-Yves ; Menard, Martial (renerien) : 1995. Geriadur brezhoneg. Sant-Tonan : An Here.
  • Le Gléau, René : 1983-1994. Dictionnaire classique français breton. Kintin : Al Liamm.
    • 1987 : Levrenn IV, Embel - Fileri.
    • 1988 : Levrenn V, Filet - Impuni.
  • Menard, Martial : 2012. Dictionnaire français-breton. Vincenza (Italia) : Palantines.
  • Menard, Martial ; Kadored, Iwan (renerien) : 2001. Geriadur brezhoneg. Sant-Tonan : An Here.
  • The International Phonetic Association : 2015. The International Phonetic Alphabet (revised to 2015). Er Genrouedad : http://www.internationalphoneticassociation.org/sites/default/files/IPA_Kiel_2015.pdf
  • Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément ». Adembannet e 1980. Sant-Brieg : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.