An egor

gant Yann-Vadezour ar Rouz
Lakaet enlinenn d’an 08.03.2020,
daskemmet d’an 23.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; ls. liester ; p. pajennoù ; pg. pennger(ioù) ; st. eb. stumm etrebroadel.

Evezhiadenn. An termenadurioù lakaet izeloc'h ned int ket re ar skiantourion, rak ned eus ket bet klasket skrivañ ur pennad steroniezh. Savet int bet evit lakaat da intent ster an termenoù kinniget hepken. Rak-se ez eus bet divizet ober dreist-holl gant gerioù eeun hag a gaver er geriadurioù boas : aozet kentoc'h eget trevnek, disteuler kentoc'h eget disvannañ, kas kentoc'h eget ec'hodiñ, kelc'htro kentoc'h eget amestez, poultrenn kentoc'h eget eufl, treiñ kentoc'h eget amgerc'hellañ.

Geriaoueg an egor

Meur a zoare a zo da envel hollad an danvez hag ar goullo hag a ya kement tra zo d’e ober : hollved, -où, hag, er yezh pemdez, bed bras (Favereau, 1992:pg. bed, univers). Evit an hollved sellet outañ evel un hollad aozet e reer gant kosmoz (Favereau, 1992:pg. cosmos ; Étienne, 1996:307 ; Menard, 2012:pg. cosmos), hag evit an hollved sellet outañ evel ur metoù, gant egor.

Pa seller ouzh un dra bennak evel un unvez ez eus anv eus traezenn-egor, traezoù-egor. Pa vez fetis a-walc'h an draezenn-egor ec'h arverer an termen korf-egor, korfoù-egor (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. korf ; Menard ha Kadored, 2001:pg. korf, korf-egor ; Menard, 2012:pg. céleste, corps). Hag evit ar c'horfoù-egor o deus un tolz bastus evit delc'her ur stumm damheñvel ouzh ur bellenn e komzer eus sterenn, -où, ster, pe astr -où. Evit ar ster e lakaer diforc'h peurgetket etre :

  • steredenn, -où, stered, evit ur sterenn a zo bras a-walc'h he zolz evit ma vefe uniet derc'hanoù deuteriom ha hidrogen war-bouez he gwrez, hag a lugern drezi hec'h-unan neuze keit ha ma ned eo ket diviet he helosk derc'hanel ;
  • korrsteredenn-c'hell, korrsteredennoù-gell, evit ur sterenn a zo he zolz etre hini ar planedennoù ha hini ar stered, hag a lugern drezi hec'h-unan pan eo bras a-walc'h he zolz evit ma vefe uniet derc'hanoù deuteriom war-bouez he gwrez ;
  • planedenn, -où, evit ur sterenn a dro en-dro d’ur steredenn hag a zistaol gouloù ar steredenn-se, war-bouez ma vefe bet lamet ganti holl ar c'horfoù-egor a zilec'hie war an hevelep kelc'htro pe war ur gelc'htro tost ;

Kenaoz ar planedennoù a c'hall bezañ resisaet gant un adanv : planedenn douarek, evit ur blanedenn, kalet he gorreenn, a ya dreist-holl kerreg ha metal d’hec'h ober, planedenn aezhek, evit ur blanedenn a ya dreist-holl hidrogen ha heliom d’hec'h ober, planedenn skornennek, evit ur blanedenn a ya dreist-holl skornennoù d’hec'h ober, da lavaret eo kediadoù aezhidik, evel an dour, an amoniak pe ar metan. Ment ar re vrasañ anezhe a c'haller resisaat gant ur rakger : ramzplanedenn, -où (Menard, 2012:pg. géant, planète).

Tolz stered zo a c'haller resisaat en hevelep doare : korrsteredenn, -où (Menard, 2012:pg. étoile, nain), ramzsteredenn, -où (Menard, 2012:pg. étoile, géant), goursterdenn, -où (Menard, 2012:pg. étoile, supergéante), keursterdenn, -où (Menard, 2012:pg. étoile, hypergéante). Ha liv ar gouloù skinet gante a c'haller resisaat gant un adanv : korrsteredenn wenn (Menard, 2012:pg. étoile, nain), korrsteredenn ruz (Menard, 2012:pg. étoile, nain).

Pa vez diviet helosk derc'hanel ur steredenn e ya dreist-holl neutron d’hec'h ober neuze, hag e komzer eus steredenn neutron. Ha mar bez taolet ur skinad tredanwarellel gant ur steredenn neutron e komzer eus pulsar, -où (Menard, 2012:pg. pulsar).

Un darzhadenn a c'hall lakaat ur sterdenn da vezañ gwall skedus a-daol trumm. Komz a reer eus nova, -où (Menard, 2012:pg. nova), pa vez an darzhadenn war he gorre hag eus supernova, -où (Menard, 2012:pg. surpernova), pa vez ar steredenn hec'h-unan a darzh.

Korfoù-egor all a c'haller menegiñ :

  • adplanedenn, -où, loarenn, -où, pe, a-wezhioù, amgerc'hell, -où (An Noalleg, 2006:pg. amgerc'hell, satellite), evit ur c'horf-egor a dro en-dro d’ur blanedenn en ur zisteuler gouloù ar steredenn a droont o-daou en-dro dezhi.
  • steredenn-lostek, stered-lostek (Ar Glev, 1984:pg. comète ; Lagadeg ha Menard, 1995:pg. stered-lostek ; Menard ha Kadored, 2001:pg. stered-lostek, sterenn ; Menard, 2012:pg. comète), sterenn-lostek, sterenn-vlevek, sterenn-varvek (Menard ha Kadored, 2001:pg. sterenn), kometenn, -où (Ar Glev, 1984:pg. comète ; Menard, 2012:pg. comète), blesterenn (Ar Glev, 1984:pg. comète), evit ur c'horf-egor a ya karreg, poultrenn ha skornennoù sklaset d’e ober hag a dro en-dro d’ur steredenn.

Lod eus al loarennoù a zo ster ha lod all ned int ket. Ar stered-lostek ned int ket.

Evit hollad ur sterenn hag holl an traezoù-egor a dro en-dro dezhi e komzer eus koskoriad, -où, evel e koskoriad an Heol (Lagadeg ha Menard, 1995 ; Menard ha Kadored, 2001 ; Menard, 2012), anvet a-wezhioù ivez reizhiad heolel (Menard, 2012:pg. solaire, système). Evit ar c'horfoù-egor a zo en tu all da goskoriad an Heol e c'haller resisaat emaint er-maez anezhañ. Gant ar rakger han- e vez graet :

  • hanblanedenn, -où (Menard, 2012:pg. exoplanète), pe planedenn hanheolel (Menard, 2012:pg. extrasolaire) ;
  • hanloarenn, -où, loarenn hanheolel pe adplanedenn hanheolel ;
  • hangometenn, -où, pe kometenn hanheolel.

Hag evit ur sterenn a zo o krouiñ e vez graet gant ar rakger kent- : kentplanedenn, -où (Menard, 2012:pg. protoplanète), kentsteredenn, -où, kentstered (Menard, 2012:pg. protoétoile).

Traezoù-egor all a zo anezhe :

  • nivlenn-egor (Ménard, 2012, nébuleuse), nivlenn-oabl (Gwastino, 1944:108), nivlenn (Lagadeg ha Menard, 1995 ; Menard ha Kadored, 2001 ; Ménard, 2012:pg. nébuleuse), evit ur seurt koumoulennn egor a c'haller gwelet hag a ya poultrenn hag aezhennoù d’he ober ;
  • toull-du, evit un draezenn-egor ken fetis ma ne c'hall nag an danvez nag ar gouloù mont er-maez anezhi ;
  • stergoumoulenn, -où, stergoumoul (Heussaff, 1966:15 ; Ar Glev, 1988:pg. galaxie ; Lagadeg ha Menard, 1995 ; Menard ha Kadored, 2001), galaksienn, -où (Menard ha Kadored, 2001), galaksi, -où (An Noalleg : 2006:pg. galaski, galaxie ; Menard, 2012:pg. galaxie), pe, gwezhall, nivlenn (Eujen a Wengad, 1948:17, meneget gant Ar Glev, 1990:pg. nébuleuse), evit un hollad stered, korfoù-egor all ha danvez a bep seurt dalc'het gant an nerzh-dedennañ a zo kenetreze.

Rummata a c'haller ar re ziwezhañ-mañ dre o stumm. Evit an daou seurt pennañ e kaver stergoumoulenn droellennek (Seubil-Kernaodour, 1988:15) pe galaksienn droellennek (Menard, 2012:pg. spiral) ha stergoumoul hirgelc'hiek (Heussaff, 1966:16), met moarvat e rafe ar yezh skiantel gant an adanv elipsennek kentoc'h eget gant hirgelc'hiek.

Gant rannbarzh kreiz ul lodenn anezhe, anvet stergoumoul oberiek pe galaksiennoù oberiek, e vez kaset ar skinadoù tredanwarellel luc'husañ en Hollved. Lod anezhe a zo bet roet un anv dezhe. Evit lod all ez eo ar rannbarzh kreiz, hag a brodu ar c'hementad gwall vras a c'hremm, a zo bet roet un anv dezhañ :

  • kwazar, -où (Menard, 2012:pg. quasar), evit ar re luc'husañ anezhe ;
  • blazar, -où (Menard, 2012:pg. blasar), evit ar re a denn kalz da gwazaroù zo, nemet e c'hall argemmañ o luc'huster gwall fonnus.

Holladoù all a draezoù-egor dalc'het gant an nerzh-dedennañ a zo estreget ar galaksiennoù. Talvezout a ra an termen gronnad, -où (Menard, 2012:pg. amas), pan a un niver bras a-walc'h a draezoù-egor d’ober an hollad ha gourgronnad, -où (Menard, 2012:pg. superamas) pa vez gronnadoù en o zouez. Alese :

  • gronnad stergoumoul pe gronnad galaksiennoù, evit un hollad a ouzhpenn ur c'hant galaksienn bennak ;
  • gourgronnad stergoumoul pe gourgronnad galaksiennoù, evit un hollad ennañ gronnadoù galaksiennoù ;
  • gronnad stered (Menard, 2012:pg. amas, stellaire), evit un hollad stered a zilec'h a-gevred e-barzh ur c'halaksienn en abeg d’an nerzh dedennañ a zo kenetreze.

Daou seurt gronnad stered a lakaer kemm etreze : ar gronnad digor (Menard, 2012:pg. amas, ouvert), ennañ eus ur 100 d’ur 1 000 steredenn bennak a oad an eil re gant ar re all, hag ar gronnad boulek (Menard, 2012:pg. amas, globulaire), gwall stank ar stered ennañ, ur 100 000 bennak peurvuiañ.

Gerioù zo a ziskouez splann e seller ouzh an hollved diwar an Douar. En hevelep doare ma eneber an Douar ouzh an oabl, an ebr, an neñv, an oabloù pe an neñvoù, en eneber a-wezhioù ouzh an egor, hag a c'hallfe bezañ termenet neuze evel al lodenn eus an hollved en tu all eus aergelc'h an Douar.

Ur skwer all a vefe arver ar gerioù sterenn, astr pe steredenn er yezh pemdez evit ur poent skedus en oabl hag a zo naturel ha difiñv war-bouez nebeut, da laveret eo ur sterenn estreget an Heol, an Douar hag al Loar. Pe arver ar ger steredenn evit unan eus ar ster-se hag a lugern drezi hec'h-unan, pa zigemmer ar planedennoù diouzh ar stered.

Hevelep tra evit anvioù heñvelster dezhañ, enne ar stagenn diloc'h pe parfet, hag a dalvez ez eus kaoz eus ster lec'hiet heñvel an eil re e-keñver ar re all dalc'hmat : ster diloc'h, ster parfet (Menard ha Kadored, 2001:pg. ster), astroù parfet, stered parfet (Menard, 2012:pg. astre, étoile). Hag evit an anvioù enne an stagenn red, evit ar ster a zilec'h e-touez ar re all, da lavaret eo ar planedennoù estreget an Douar : sterenn-red, ster-red (Menard ha Kadored, 2001:pg. ster, sterenn), astroù red (Menard, 2012:pg. astre), steredenn-red, stered red (Menard, 2012:pg. errant, étoile).

Mar bez lakaet an Douar e-kreiz ar bed bras ez eo evit abegoù merzhadel, sevenadurel, embregel pe skiantel. Splann eo evit ar steredegoù, da skwer. Liammet e oant da gentañ gant ar wengelouriezh, talvezet o deus ivez d’en em lec'hiañ war vor, hag, a-benn ar fin, da sevel kartenn an oabl evit ar steroniezh. N’eus ket peadra da stourm aze. Ar pezh a gont eo chom hep krediñ e sav an heol en e revr.

Geriawouriezh

Troiennoù zo a gaver gant ur varrennig-stagañ diezhomm, evel gronnad-stered (Ar Glev, 1994:pg. stellaire). Termenoù all, en enep, a gaver hep barrennig-stagañ pa vefe un abeg da lakaat unan, evel korrsteredenn c'hell (Menard, 2012:pg. nain), ha ne laka ket war-wel ar c'hemm etre ar sterenn-se, ha ned eo ket ur steredenn, hag ar gwir gorrsteredennoù, hag a zo stered, pe evel toull du (Menard, 2012:pg. noir, trou), ha ne laka ket war-wel ned eo ket un toull. A-wezhioù ivez ez eo kenkoulz an eil stumm hag egile hag e c'haller o c'havout o-daou, evel, e geriadur Martial Menard (2012), an unander steredenn-red (pg. errant), hag a dro, dre fazi, ul liester, « étoiles errantes », e-kichen al liester stered red (pg. étoile).

Strizh eo arver termenoù zo er geriadurioù unyezhek embannet gant an Here (Lagadeg ha Menard, 1995 ; Menard ha Kadored, 2001) : ned eo meneget koskoriad nemet en droienn koskoriad an Heol ha talvezout a ra loarenn evit an adplanedennoù estreget al Loar hepken. N’eus ket kavet skoilh ebet amañ evit astenn o implij.

Troiennoù zo ned int ket meneget uheloc'h, rak ned int ket bet kavet azas. Ar ger tellurek eus an droienn planedenn dellurek (Menard, 2012:pg. planète, tellurique) a hañval bezañ savet diwar ur bennrann staget outi al lostger -ek. Ne c'hall ket bezañ un deverad eus tellur koulskoude, rak ned eo ket da gompren evel « tellur ennañ ». Ouzhpenn ma ned eo ket poellek amañ ar brezonekadur eus ar galleg tellurique e laka ar ger tellurek da vezañ forc'hellek. Hag evit an adanv eus an droienn planedenn aezhel (An Noalleg, 2008:pg. gazeux ; Menard, 2012:pg. gazeux, planète) e tere gwelloc'h outañ al lostger -ek eget -el.

E geriadur Reun ar Glev (1990) ez eo meneget ar termenoù nivlenn ha stergoumoulenn er pennger « nébuleuse », rak gallout a reont talvezout galaksienn eveltañ. Hogen, aet eo kozh ar ster-se evit ar brezhoneg nivlenn en hevelep doare hag evit ar galleg nébuleuse.

An teir furm stergoumoulenn, stergoumoulennoù ha stergoumoul a zo testeniekaet (Heussaff, 1966). Hogen, ned eo ket meneget ar strollder er geriadurioù unyezhek embannet gant an Here (Lagadeg ha Menard, 1995 ; Menard ha Kadored, 2001). Heñvel eo e geriadur Martial Menard, nemet ez eus bet roet ur ster all d’ar ger-se, pa dro ar galleg « nuage stellaire » (Menard, 2012:pg. nuage, stellaire). Un tamm souezhus eo an disentez d’el lakaat da glotañ gant un droienn a ya da envel un dra ha ned eo ket un draezenn-egor da vat. Mar befe anv a reiñ ur ster nevez dezhañ e c'hellfed marteze e dermeniñ kentoc'h en hevelep doare hag ar galleg « rémanent de supernova ».

E geriadur Martial Menard (2012) ned eo ket gwall sklaer ar mod da dreiñ ar galleg « galaxie ». E-kichen galaksi (pg. galaxie) e kaver kentgalaksienn (pg. protogalaxie), galaksienn droellennek ha brec'hioù troellennek ur c'halaksienn (pg. spiral).

Levrlennadur

Un nebeud aozerien o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Eujen a Wengad Eugène de Guengat ; Frañsez Favereau, Francis Favereau ; Reun ar Glev, René Le Gléau.

Oberennoù ha pennadoù

  • An Noalleg, Yann-Baol : 2006. Geriadur ar Fizik. Sant-Tonan : Preder.
  • An Noalleg, Yann-Baol : 2008. Geriadur ar Gimiezh. Sant-Tonan : Preder.
  • Étienne, Guy : 1996. « KIS-384 – Gl. cosmétique ». Lavar 09. Brieg : Preder.
  • Eugène de Guengat : 1948. Buhez Hor Salver Jezuz-Krist. Roazhon : Société et librairie Saint-François-d’Assise.
  • Favereau, Francis : 1992. Geriadur ar brezhoneg a-vremañ brezhoneg-galleg galleg / brezhoneg – Dictionnaire du breton contemporain bilingue. Montroulez : Skol Vreizh.
  • Gwastino : 1944. « Evit ar re a oar konta ». Ar Vuhez Kristen, niv. 4, Ebrel 1944.
  • Heussaff, Alan : 1966. « Martezeadoù nevez ar steredoniezh ». Ar Bed Keltiek, niv. 85, Genver 1966. P. 15-17.
  • Lagadeg, Jean-Yves ; Menard, Martial (renerion) : 1995. Geriadur brezhoneg. Sant-Tonan : An Here.
  • Le Gléau, René : 1983-1994. Dictionnaire classique français breton. Kintin : Al Liamm.
    • 1984 : Levrenn II, C - Debla.
    • 1988 : Levrenn V, Filet - Impuni.
    • 1990 : Levrenn VII, Marche - Passant.
    • 1994 : Levrenn X, Situation - Zygoma.
  • Menard, Martial : 2012. Dictionnaire français-breton. Vincenza (Italia) : Palantines.
  • Menard, Martial ; Kadored, Iwan (renerion) : 2001. Geriadur brezhoneg. Sant-Tonan : An Here.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988. Renet gant Alan Dipode. An Here. P. 15-26.