Ar gerentiezh

gant Yann-Vadezour ar Rouz
Lakaet enlinenn d’an 18.01.2019,
daskemmet d’ar 26.02.2023.

Berradurioù : as. adstumm ; e. eus ; k. kartenn(où) ; ls. liester(ioù) ; rp. rannbennad(où) ; niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; pg. pennger(ioù) ; st. eb. stumm etrebroadel ; y.b. yezh ar vugale.

Geriaoueg ar gerentiezh

Evit komz eus unan bennak hag en deus ul liamm kerentiezh ganeer hep resisaat al liamm-se e vez graet gant kar, kerent pe gant den kar, tud kar, ar ger kar o vezañ un adanv en degouezh diwezhañ-mañ. E c'haller ober gant an araogenn da ivez : unan bennag dezañ Gros (2010-a:168).

E-touez ar re gerentañ, an nesañ kerent, ar gerent nesañ pe ar gerent tostañ — n’eus ket a gemm etre bara-laezh ha laezhvara —, emañ ar vreuder hag ar c'hoarezed. Evit o c'hemer evel un hollad e c'haller ober gant breurzed, -où (Favereau, 1992:pg. fratrie) pe gant breuriad, -où (Menard, 2012:pg. fratrie).

Ur furm benel, karez, en deus ar pennanv kar. Hag evit lavaret ez eo start pe laosk al liamm kerentiezh ez eus gerioù disheñvel hag a c'haller enebiñ :

  • kar-nes, kerent-nes, neskar, neskerent, kar-tost, kerent-tost, tud-nes (ls.),
  • kar-pell, kerent-pell, pellgar, pellgerent.

Evel-just e c'haller chom hep o enebiñ ivez avat :
En hor Breiz e vez gwelet kendirvi ar pedervet pe bempvet lignez o kenderc'hel da veza e giz kar-tost. Greff (1950:11)
Setu amañ, enta, un daolenn, enni ar gerent hag a c'hallfed gwelet o kendelc'her da vezañ e-giz kar-tost.

PaotredMerc'hed
tud-ioù
kerent-ioù
tad-ioù, tadoù-ioùmamm-ioù, mammoù-ioù
eontr-kuñv, eontred-kuñvtud-kuñv
kerent-kuñv
moereb-kuñv, moerebezed-kuñv
tad-kuñv, tadoù-kuñvmamm-guñv, mammoù-kuñv
eontr-kozh, eontred-kozh
goureontr, -ed
tud-kozh
kerent-kozh
moereb-kozh, moerebezed-kozh
gourvoereb, -ezed
tad-kozh, tadoù-kozh
tad-paour, tadoù-paour
tad-mignon
tata-gozh
mamm-gozh, mammoù-kozh
mamm-baour, mammoù-paour
mamm-vignon
mama-gozh
eontr, -ed
tonton, -ed
tud
kerent
moereb, -ed
tintin (as. e. tantin), -ed
mogna
tad, -où
tata (as. dada)
mamm, -où
mama
mammoù
mamam
kevniant, -edkevenderv, kevendirvi
eil kenderv
kenderv-bihan
kenderv, kendirvibreur, breudermec'hoar, -ezedkeniterv, -ezed
kendervez, -ed
keveniterv, -ezed
kevendervez, -ed
kevniantez, -ed
niz, -ed, -ienbugel, bugalenizez, -ed
mab, mibienmerc'h, -ed
gourniz, -ed
niz-bihan, nized-vihan, nizien-vihan
bugel-bihan, bugale-vihan
gourvugale
gournizez, -ed
nizez-vihan, nizezed-bihan
mab-bihan, mibien-vihan
gourvab, gourvibien
douaren, -ed
merc'h-vihan, merc'hed-vihan
gourverc'h, -ed
douarenez, -ed
bugale-guñv
mab-kuñv, mibien-guñv
gourzouaren, -ed
merc'h-kuñv, merc'hed-kuñv

Gant al lostger bihanaat -ig e c'haller ober ivez. Alese ar furmoù mammig, mamaig, tadig, tataig, bugelig, breurig, c'hoarig, tadig-kozh, mammig-kozh, tontonig, hag ar skwerioù :

  • Bugelig e vamm Gros (2010-k:166),
  • Peleh ema e vammig, e dadig, e vreurig, e hoarig, e dontonig Gros (2010-k:167).

Taolmouezhiet e vez ar gerioù tonton ha tintin war an eil silabenn diwezhañ. Ar ger tata, eñv, a c'hall bezañ taolmouezhiet war an eil silabenn diwezhañ pe war ar silabenn diwezhañ (Gros, 2010-b:pg. tad). Ha hervez ar geriadur brezhoneg bet embannet gant An Here e vez taolmouezhiet ar ger mama war ar silabenn diwezhañ (Lagadeg ha Menard, 1995: pg. mama ; Menard ha Kadored, 2001:pg. mama).

Ar ger mamm a vez implijet ent-krenn aliesoc'h eget tad er yezh komzet. En un enrolladenn eus Lokunole e c'haller klevet, da skwer, me sad rize laign ha mamm ize de g'hoeri zaout (Desseigne:a), da lavaret eo : « ma zad a rae lein ha mamm a yae da c'horo ar saout ». Ne ra An Du (2001:k. 572, 573) anv eus an arver-se nemet evit ar ger mamm zoken. Hag en hevelep degouezhioù e vez distaget hennezh gant ur vogalenn hir alies (An Du, 2001:k. 573), [ˈm̝ɑ̃ːm], evel ma klever en enrolladennoù zo eus Kerrien hag eus Lokunole (Desseigne:b, k).

War-lerc'h da ne gemm ket ar gerioù tad ha mamm implijet ent-krenn :

  • Lavar da mamm dont amañ. Menard ha Kadored (2001:pg. mamm),
  • Kerc'hat butun da Tad. Menard ha Kadored (2001:pg. tad).

Ne c'haller ket hollekaat ar reolenn-se avat :

  • Ro añig da data ! Gros (2010-k:166),
  • Gra kêzig da dintin ! Gros (2010-k:166).

Evit izili zo eus ar familh e c'haller resisaat an tu gant a-berzh pe gant dre :

  • tad-kozh, mamm-gozh a-berzh tad, eontr, moereb a-berzh tad, ur c'har a-berzh tad, ur c'har dre an tad,
  • tad-kozh, mamm-gozh a-berzh mamm, eontr, moereb a-berzh mamm, ur c'har a-berzh mamm, ur c'har dre ar vamm,
    kar dre e vamm da sant Martin Perrot (1911:199) meneget gant Ar Glev (1990:pg. parent),
  • un neskar a-berzh he gwaz « ROUT. ch. 2 v. 1 » meneget gant Ar Glev (1990:pg. parent),
  • kerent dre ar gwad.

A-wezhioù e vez kement a remziadoù a-raok an den a ziskenner anezhañ ma ne dalvez ket ar boan klask gouzout pet a zo. E c'haller neuze, dre fent, ober gant ar ger : bombard-ioù-gozh (Ernod, 1896:337).

Seul laoskoc'h eo al liamm kerentiezh, seul vuioc'h a gerent a zo. Alese an disklêriadenn :
It da vale bro en eun tu pe du : dre holl, c'houi a gavo kerent. Greff (1950:11)
D’ur poent bennak e teu da vezañ diaes damwelet al liamm kerentiezh evelkent. Dre fent e c'hall al liamm-se bezañ termenet evel-henn neuze : kenderv a-berzh Doue, kendirvi a-berzh Doue (Favereau, 1992:pg. kenderw, cousin).

Ar ger kompez a verk ez eus ul liamm eeun a gerentiezh. Klotañ a ra an troiennoù breur kompez, c'hoar gompez, eontr kompez, moereb kompez, kenderv kompez, keniterv gompez gant endalc'h an daolenn gentañ neuze.

E c'haller enebiñ da-heul, « deuet da vezañ kar » (Menard ha Kadored, 2001:pg. da-heul), ouzh ar ger-se. Ne vez ket implijet an droienn da-heul evit pep ezel eus ar familh avat, peurgetket evit ar familh graoñell, an diagentidi hag an diskennidi, evel a ziskouez bann kentañ an eil taolenn.

Priedoù
(dimezet gant un ezel eus ar familh)
Familh adframmet
(tad pe vamm addimezet)
Familh-gaer
(familh ar pried)
Adfamilh
(bugel bet advugelet)
lezkerenttud-kaer
kerent-kaer
adkerent
leztad, -où
tad-kaer, tadoù-kaer
tadeg, -ed
tad-kaer, tadoù-kaer
tadeg, -ed
adtad, -où
lezvamm, -où
mamm-gaer, mammoù-kaer
mammeg, -ed
mamm-gaer, mammoù-kaer
mammeg, -ed
advamm, -où
breur-kaer, breuder-gaer
breureg, -ed
lezvreur, lezvreuder
breureg, -ed
hantervreur, hantervreuder
breur-kaer, breuder-gaer
breureg, -ed
advreur, advreuder
c'hoar-gaer, c'hoarezed-kaer
c'hoareg, -ed
lezc'hoar, -ezed
c'hoareg, -ed
hanterc'hoar, -ezed
c'hoar-gaer, c'hoarezed-kaer
c'hoareg, -ed
adc'hoar, -ezed
bugale-gaerlezvugel, lezvugale
bugale-gaer
advugel, advugale
deuñv, -ed, ien
mab-kaer, mibien-gaer
mabeg, -ed
lezvab, lezvibien
mab-kaer, mibien-gaer
mabeg, -ed
advab, advibien
gouhez, -ed
merc'h-kaer, merc'hed-kaer
merc'heg, -ed
lezverc'h, -ed
merc'h-kaer, merc'hed-kaer
merc'heg, -ed
adverc'h, -ed

Ar gerioù tud ha kerent a c'hall kaout an daou ster-mañ :

  • « tad ha mamm »,
  • « tud-kar ».

Ar gerioù breur ha c'hoar a dalvez

  • evit breur kompez ha c'hoar gompez, evel en daolenn gentañ,
  • evit lezvreur ha lezc'hoar (eil bann eus an eil taolenn).

Ar gerioù eontr ha moereb a dalvez

  • evit eontr kompez ha moereb kompez, evel en daolenn gentañ,
  • evit eontr da-heul ha moereb da-heul, priedoù ar re ziwezhañ-mañ.

Evit komz eus ar familh-gaer e vez graet gant eontr-kaer ha moereb-kaer (Menard, 2012:pg. oncle, tante).

Ar ger niz, eñv, a c'hall kaout an tri ster-mañ :

  • « mab un eontr pe ur voereb », evel en daolenn gentañ,
  • niz da-heul, pried an nizez, da lavaret eo pried merc'h an eontr pe ar voereb,
  • « niz ar pried all ».

Evel-just e c'hall ar ger nizez kaout ar ster « nizez ar pried all » ivez (Menard ha Kadored, 2001:pg. niz, nizez).

Ar ger kenderv a dalvez

  • evit kenderv kentañ, mab d’un eontr pe d’ur voereb, evel en daolenn gentañ,
  • evit derezioù kerentiezh a-bep seurt, hag a c'hall bezañ resisaet pe get : eil kenderv, kendirvi ar pedervet pe bempvet lignez (Greff, 1950:11), kenderv pell ha kement zo, betek ar gendirvi a-berzh Doue.

Ar ger kenderv a zalc'h atav ar ster kenderv kentañ en droienn kenderv kompez :
Evel-se daou zen iaouank ne c'hellont ket dimezi ann eil d’egile mar d-int kendirvi gompez, pe vugale, pe vugale vihan da gendirvi gompez (Morvan ha Le Gall, 1913:152).

Ar ger noun, hag a dalvez « magerez » (Favereau, 1992:pg. noun, nounou ; Menard, 2012:pg. nounou), a c'haller kavout evit « tintin » (Ar B(r)unel, 1924:66 ; Ab-Sulio, 1949:14) ivez.

Gerioù all estreget kenderv a c'hall bezañ implijet evit pellgerent. Evit ar re a ziskenner anezhe e kaver :

  • hendad -où (g.),
  • gourdad -où (g.),
  • gourvamm -où (b.),
  • tudoù-kozh (ls.),
  • tudoù (ls.).

Hag evit ar re a ziskenn ac'haner :

  • diskennad diskennidi,
  • gourvab gourvibien.

Evel gourvab o deus gourvoereb, gourniz ha gournizez daou ster ; e c'hallont talvezout evit kerent-pell ivez (Menard ha Kadored, 2001:pg. gourvab ; Favereau, 1992:pg. gou(r)ni(z), gourvoereb).

Geriawouriezh

Ar gerioù enne ar rakger gour- a hañval bezañ arbennikaet muioc'h-mui evit ar bellgerent, hag ar gerioù gourdad ha gourvamm o devout kollet, zoken, ar ster all hag a lusk un nebeud arguzennoù diskouez ez eus bet anezhañ.

  • Gerioù all, evel gourvoereb, gourvab, gourniz ha gournizez, a ziskouez en deus ar rakger gour- daou ster : evel kozh ha bihan e verk ez eus ur remziad ouzhpenn a ziforc'h gant an den, rak talvezout a ra ar gerioù-se « moereb-kozh », « mab-bihan », « niz-bihan » ha « nizez-vihan », pa ne verk ket ez eo laosk al liamm kerentiezh.
  • Ar furm gourdadig, dindan ar stumm gourtadik, a zo bet testeniekaet evit « tad-kozh » e Bro Gwerrann (Ernod, 1883:245).

Aliezik e vez ur c'hemmadur e gerioù gourel zo. Kavout a reer tata-gozh (Gros, 2010-b:pg. tad ; Favereau, 1992:pg. tata, papi, pépère ; Lagadeg ha Menard, 1995:pg. tata ; Menard, 2012:pg. grand-papa, pépé, pépère), e-kichen tata-kozh (Menard ha Kadored, 2001:pg. tata-kozh), tad-ioù-gozh, e-kichen tad-ioù-kozh (Ar Rouz, 1963:k. 575), ha bombard-ioù-gozh (Ernod, 1896:337). Ar gerioù-se a zo anvioù deiktek hag a vez implijet evel anvioù divoutin, ha boas eo ar blotadur war-lerc'h ur raganv deiktek, evel e hemañ vras (Kervella, 1947:rp. 138, 515), kenkoulz ha war-lerc'h un anv divoutin, Yann gozh (Kervella, 1947:rp. 164). Alese e teu ar c'hemmadur moarvat.

Ar sterioù « mab-bihan » ha « merc'h-vihan » evit ar gerioù gourvab ha gourverc'h a zo roet gant Vallée (1931-a2:pg. fils ; 1980-b:pg. fils) hag el lodenn brezhoneg-galleg eus geriadur Favereau (1992:pg. gou(r)vab, gou(r)verc'h). N’eus ket bet taolet evezh ouzh reizhadennoù Vallée gant Hemon (1987:pg. gourvab), pa veneg hemañ troidigezh kentañ Vallée (1931-a1:pg. fils), nag el lodenn galleg-brezhoneg eus geriadur Favereau (1992:pg. arrière-petit-fils) na gant Menard ha Kadored (2001:pg. gourvab), pa roont ar sterioù « mab-kuñv » ha « merc'h-kuñv » d’ar gerioù-se ivez.

Ster eil kenderv ha kevenderv a zo amañ heñvel ouzh an hini roet gant Vallée (1931-a1:pg. cousin), Favereau (1992:pg. kevenderw) ha Menard (2012:pg. cousin, germain). Moarvat ez eo bet treuzkomprenet gant Menard ha Kadored (2001:pg. kenderv, kevenderv) an droienn c'hallek issu de germain, ha ne dalvez ket « bugel da genderv kompez pe da gendervez kompez an-unan », evel ma c'hallfe lakaat da grediñ, met « bugel da genderv kompez pe da gendervez kompez tad an-unan ». Diwar al liester « issus de germains » e hañval homañ dont e gwirionez pa zeu he ster da vezañ splannoc'h neuze : « bugale da gendirvi gompez ».

En daolenn gentañ ez eo bet dibabet ar stummoù keveniterv ha kevniantez, etrerannyezheloc'h, ha reishoc'h pa geñverier gant keniterv ha kevniant. Ar stummoù keviniterv a zo roet gant Menard (2012:pg. cousine), ha keviniantez gant Vallée (1931-a1:pg. cousine) ha Menard (2012:pg. cousine). Klotañ a ra an hini kentañ gant an distagadur [keviˈnintɛrv-f] hag a zo testeniekaet (Favereau, 1992:pg. keveniterw) hag an eil gant un distagadur hag a hañval a-walc'h bezañ arveret ivez. En o c'hichen e kaver atav ar stummoù keniterv ha kevniant neoazh, hogen an distagadurioù [kiˈnintɛrv-f] ha [keˈviɲɑ̃n-t] a zo anezhe evit ar gerioù-se kenkoulz all (Favereau, 1992:pg. keniterw, kevniant).

Gerioù zo ha sterioù zo n’int ket bet n’int ket bet meneget uheloc'h, rak diaes eo o lakaat da dalvezout er genyezh a-vremañ.

  • Ar gerioù niz ha gourniz o deus bep a ster pe a sterioù aet kozh ; niz en deus talvezet « mab-bihan » (Menard ha Kadored, 2001:pg. niz) ha « diskennad » (Favereau, 1992:pg. ni(z) ; Menard ha Kadored, 2001:pg. niz), ha gourniz « mab-kuñv » (Favereau, 1992:pg. ni(z), gou(r)ni(z) ; Menard ha Kadored, 2001:pg. gourniz).
  • An droienn trede gourniz, roet gant Vallée (1931-a1:pg. neveu), ha diwar hemañ, moarvat, gant Menard ha Kadored (2001:pg. gourniz), a zo douetus he ster : ne vefe kar ebet etre ar gourniz hag an trede gourniz.
  • Ar gerioù tad-kaer ha mamm-gaer a c'hall talvezout « tad-kozh » ha « mamm-gozh » e parlantoù zo (Ar Rouz, 1963:k. 575 ; An Du, 2001: k. 576, 577), hag ar ger tad-ioù, « tad-kuñv » (Ar Rouz, 1963:k. 575).
  • Ar gerioù hendad-kozh, tad-kozh-kuñv, mamm-gozh-kuñv, gourdad-ioù, gourvamm-ioù, tad-hebiou, tad-kozh-garv, tad-adkuñv, mamm-adkuñv, mamm-likuñv, mamm-reverkuñv, tad-kokenn, mamm-gokenn, mamm-likokenn, mamm-reverkokenn, mamm-bardi, mamm-vombardi, breur-ioù, ha kement zo, a denn d’ar rannyezhoù. Meur a ster a zo testeniekaet evit lod anezho : mamm-ioù-gozh a c'hall talvezout « mamm-ioù » (Gros, 2010-b:pg. mamm) pe « mamm-guñv » (Gros, 2014:pg. mamm), da skwer.
  • Amprestadennoù zo a zo gallegadurioù stank pe stankoc'h, evel pepe, meme, kouzin ha kouzinez evit « tad-kozh », « mamm-gozh », « kenderv » ha « kendervez ». A-wezhioù e vez graet gant gerioù gallek end-eeun ivez, da skwer ma “des cousins” ha “cousines” ba Kipèlet (Desseigne:d), da lavaret eo : « em boa des cousins ha cousines e Kemperle ».

Al liesterioù rannyezhel n’int ket bet meneget ivez, da skwer -ien, -où, -ioù evit tonton ha tintin, -où evit eontr, -ezed hag -où evit moereb (An Du, 2001: k. 589, 591), ha kement zo.

Levrlennadur

  1. N’eo ket bet kavet « ROUT. » e roll ar berradurioù roet gant Ar Glev (1983-1944).
  2. Evit an anv « Ar B(r)unel » e kaver « Ar Bunel » e fin an destenn gant Ar B(r)unel (1924:70), hag « Ar Brunel » en daolenn e fin ar gelaouenn.

Un nebeud aozerien o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Laorañs Bleunven, Laurent Bleunven ; Yann an Du, Jean Le Dû ; Emil Ernod, Émile Ernault ; Frañsez Favereau, Francis Favereau ; Reun ar Glev, René Le Gléau ; Yann-Vari Perrot, Jean-Marie Perrot ; Pêr ar Rouz, Pierre Le Roux ; Frañsez Vallée, François Vallée.

Oberennoù ha pennadoù

  • Ab-Sulio : 1949. « Teñzor an dintin goz ». Kroaz Breiz. Renet gant L. Bleunven. Niv. 12, miz Ebrel 1949, p. 14.
  • Ar B(r)unel, Lan : 1924. « Laouig ar Penker – Eun danvez beleg ». Feiz ha Breiz. Renet gant Yann-Vari Perrot. P. 62-70.
  • Caer, J.-F. : 1904. Ar Pevar Aviel.
  • Desseigne, Adrien (ergrafer / meizer ar raktres). Banque Sonore des Dialectes Bretons. Load : http://banque.sonore.breton.free.fr/ [sellet ennañ d’an 2 a viz C'hwevrer 2019].
    • a : enrolladenn eus Kerrien PYKAD-29230-BG-0046.
    • b : enrolladennoù eus Lokunole PYKAD-29136-MLR-0012, PYKAD-29136-MLR-0019.
    • k : enrolladennoù eus Kerrien PYKAD-29230-BG-QG0289-04, PYKAD-29230-BG-QG0405-02, PYKAD-29230-BG-0002, PYKAD-29230-BG-0003, PYKAD-29230-BG-0004, PYKAD-29230-BG-0008, PYKAD-29230-BG-0017, PYKAD-29230-BG-0046, PYKAD-29230-BG-0085.
    • d : enrolladenn eus Kerrien PYKAD-29230-BG-QG0405-02.
  • Er Melinér, Loeiza : 1938. Ar Bont er Velin. An Oriant : Dihunamb.
  • Ernault, Émile : 1883. « Étude sur le dialecte breton de la presqu’ile de Batz ». Bulletin archéologique de l’Association bretonne. Troisième série, Tome deuxième, Vingt-cinquième session du congrès breton tenue à Châteaubriant en 1882. Sant-Brieg : L. Prud’homme. P. 212-249.
  • Ernault, Émile : 1896. Études grammaticales sur les langues celtiques. Tome II : Glossaire moyen-breton. Deuxième édition corrigée et augmentée. Deuxième partie (H-V et Errata). Pariz : E. Bouillon.
  • Favereau, Francis : 1992. Geriadur ar brezhoneg a-vremañ brezhoneg-galleg galleg / brezhoneg – Dictionnaire du breton contemporain bilingue. Montroulez : Skol Vreizh.
  • Greff, H. : 1950. « Gwechall e Kerwenn : kerent, broiou, lavariou ». Kroaz Breiz. Renet gant L. Bleunven. Niv. 25, miz Mae 1950, p. 11-12.
  • Gros, Jules : 2010-a. Le Trésor du breton parlé : Le langage figuré. Brest : Emgleo Breiz.
  • Gros, Jules : 2010-b. Le Trésor du breton parlé : Dictionnaire breton-français des expressions figurées. Brest : Emgleo Breiz.
  • Gros, Jules : 2010-k. Le Trésor du breton parlé : Le style populaire. Brest : Emgleo Breiz.
  • Gros, Jules : 2014. Trésor du breton parlé : Supplément au Dictionnaire breton-français. Mesnil-sur-l’Estrée : Yoran Embanner.
  • Hemon, Roparz : 1987. Geriadur Istorel ar Brezhoneg – Dictionnaire historique du breton. Rann 17, Gourivin - Gwaskañ. Kintin : Preder.
  • Inisan, Lan : 1902. Emgann Kergidu. (Adembannadur.)
  • Kervella, Frañsez : 1947. Yezhadur bras ar brezhoneg. Skridoù Breizh.
  • Lagadeg, Jean-Yves ; Menard, Martial (renerien) : 1995. Geriadur brezhoneg. Sant-Tonan : An Here.
  • Le Dû, Jean : 2001. Nouvel atlas linguistique de la Basse-Bretagne. Sant-Tonan : Centre de recherche bretonne et celtique, Université de Bretagne occidentale, Brest. Volume 2.
  • Le Gléau, René : 1983-1994. Dictionnaire classique français breton. Kintin : Al Liamm.
    • 1983 : Levrenn I, A - B.
    • 1988 : Levrenn V, Filet - Impuni.
    • 1990 : Levrenn VII, Marche - Passant.
    • 1992 : Levrenn VIII, Passe - Racontar.
  • Le Roux, Pierre : 1924-1963. Atlas linguistique de Basse-Bretagne. Roazhon : Plihon et Hommay. 6 vol.
    • 1943 : 4e fascicule.
    • 1963 : 6e fascicule.
  • Menard, Martial : 2012. Dictionnaire français-breton. Vincenza (Italia) : Palantines.
  • Menard, Martial ; Kadored, Iwan (renerien) : 2001. Geriadur brezhoneg. Sant-Tonan : An Here.
  • Morvan, Gabriel, Le Gall, J.-M. : 1913. Buez ar Zent, skrivet a nevez e brezounek gant ann aotrou Morvan, chaloni euz a iliz kathedral Kemper. Montroulez.
  • P., G. : 1924. « E Kemper gant ar Bleun Brug ». Feiz ha Breiz. Renet gant Yann-Vari Perrot. P. 362-389.
  • Paotr Juluen : 1935. An Tornaod. Gwengamp : Mouladuriou Arvor.
  • Perrot, Yann-Vari : 1911. Buez ar Zent, savet gant an aotrou Perrot, kure Sant-Nouga, ha skeudennet gant an aotrou Guennec. Montroulez : Le Goaziou.
  • Perrot, Yann-Vari : 1930. « War Roudou hon Tadou ». Feiz ha Breiz. Renet gant Yann-Vari Perrot. P. 95-98.
  • Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément ». Adembannet e 1980. Sant-Brieg : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.
    • 1931-a1 : korf ar geriadur
    • 1931-a2 : Addenda et corrigenda
    • 1931-b : Supplément au Grand dictionnaire français-breton