Loened ar feurm

gant Yann-Vadezour ar Rouz
Lakaet enlinenn d’ar 05.01.2019,
daskemmet d’an 08.05.2020.

Berradurioù : adls. adliester ; as. adstumm ; b. benel ; g. gourel ; ls. liester(ioù) ; pg. pennger(ioù) ; st. eb. stumm etrebroadel ; y.b. yezh ar vugale.

Geriaoueg loened ar feurm

KerentiadLoenParParezHini bihanTi
Anatidegedhouad, houidihouad, houidi
mailhard, -ed
houadez, -edhouadig, houidiigoùpoull, -où (g.)
Bovidegeddañvad, deñvedmaout, -ed, meot
tourz, -ed
dañvadez, -edoan, -ed, ein, oanez, -edsout, -où (b.)
kraou-deñved, krevier-deñved (g.)
dañvati, -où (g.)
givribouc'h, -edgavr, givri
bidiez, -ed
bouch, -ed
bida, -ed
menn, -ed
menn-gavr, mennoù-givri
bidoc'h, -ed
kraou, krevier (g.)
saout, -eier
penn-saout
loen-saout
tarv, tirvibuoc'h, -ed, -enned
moumou (g.)
leue, -où
leukig
kraou-saout, krevier-saout (g.)
staol, staolioù (b.)
Ekuidegedazen, -ed, ezenazen, -ed, ezenazenez, -edazenig, azenedigoù, ezenigoù
ebeul, -ien, ebeulez, -ed
ebeul azen
kraou, krevier (g.)
kezeg
loen-kezeg, loened-kezeg
aneval-kezeg
penn-kezeg, pennoù-kezeg
heido
jojo
marc'h, mirc'hed, mirc'hikazeg, kezekennedeal, -ed, -ien (par pe barez)
bouch, -où (par pe barez)
ebeul, -ien, ebeulez, -ed
ebeul-kazeg (parez)
marchosi, -où (g.)
kraou-kezeg, krevier-kezeg (g.)
Fazanidegedyerkilhog, kilheien, kilhegi
kog, kegi
yar -ezed, yerlabous yar
yar vunut, yer munut
poñsin, -ed
kludeg, -où (b.)
klud, -où (g.)
yardi, -où (g.)
Kanidegedki, kon, chas
pekou
tie
tietie
ki, kon, chaskiez, -edkolen ki
labous ki
ki bihan
log-ki, log -où (g.)
loch-ki, loch -où (b.)
lochenn, -où (b.)
logell, -où (b.)
Leporidegedkonikl (as. konifl), -ed
koulin, -ed (b. a-wezhioù)
lapin, -ed
konikl (as. konifl), -ed
koulin, -ed (b. a-wezhioù)
lapin, -ed
koniklez, -edkoniklig, konikledigoù
lapinig, lapinedigoù
lochenn gonikled, lochennoù konikled (b.)
loch, -où (b.)
kraou lapined, krevier lapined (g.)
Suidegedmoc'h
pemoc'h
doc'hig
tatac'h
totoc'h
tourc'h, -edgwiz, -iporc'hell, perc'hellkraou-moc'h, krevier-moc'h (g.)

Ar ger yer a dalvez evit an evned-porzh dre-vras ha neket evit ar yarezed hag ar c'hilheien hepken.

An holl c'herioù ne vezont ket implijet gant an hevelep live yezh ; bidia a denn kentoc'h d’ar yezh pemdez.

Al furm lies azened a zo disheñvelik hervez ar rannyezh (An Du, 2001:kartenn 342). Distaget e vez gant ur vogalenn hir e Treger, hag an distagadur-se a zo anezhañ e Kernev ivez. E Leon, avat, ez eo ar gensonenn a zo hir.

Ur c'hombod eus ur c'hraou a vez anvet kel, -ioù, kili (g.). A-wezhioù e vez droukvezket gantañ ar ger kell, -où, killi (b.) (Favereau, 1992:pg. kell). Fentus e c'hall bezañ tostaat an eil ger ouzh egile e degouezhioù zo :
Aes e kavan da lojiñ ma zud e karrdioù. En ur c'hell-hoc'h ez an me gant ur c'henseurt. Herrieu (1974:85), meneget gant Ar Glev (1992:pg. porcherie)
Diskouez a ra ar c'hemmadur gourel ez eo kell un adstumm eus kel er skwer-se.

Ar gerioù kel, kraou, loch ha kement zo a c'haller resisaat evel-henn :

  • kel ar marc'h, kel ar moc'h,
  • klud ar yer,
  • kraou an deñved, kraou ar givri, kraou ar c'hezeg, kraou ar moc'h, kraou ar saout,
  • loch ar c'hi, loch ur c'hi bras, loch ar wiz,
  • lochenn ar c'hi,
  • log ar c'hi.

Ne vezont ket resisaet avat pa ne vez ket ezhomm.

  • Kraou ar givri : Savet em boa ur c’hraou da lakaat peder gavr yaouank hag ur bouc’h. Ar Gow (1964:56), meneget gant Ar Glev (1983:pg. bouc)
  • Kraou ar saout : En hevelep doare, eun taro ne dlefe beza implijet nemet azaleg e driouec’h miz, ha ma ’z eo mat, e tlefe beza dalc’het pell. N’e ket, evelato, en eur c’hraou teñval, stag ouz eur peul, e tlefe tremen e vuhez. Al labourer (1923:457)
  • Kraou ar c'hezeg : Freuzet o doa ar warded o ged ha kaset o doa o loened d’ar c’hraou. Drezen (1977:183), meneget gant Ar Glev (1986:pg. écurie)
  • Log ar c'hi :
    • Fido a davas, a sellas ouzh e Vestr, a hejas e lost hag a yeas e-barzh e log da gousket. Hemon (1961:24), meneget gant Ar Glev (1990:pg. niche)
    • Kas ar c’hi d’e lochenn Menard ha Kadored (2001:pg. lochenn1)
    • Ar c’hi a zeredas d’ober orbidou d’e vestr pa dremene er porz. Izidor a savas e vaz ’us d’e benn, hag al loen gant eur c’hlemm a lammas en e logell. [Disin] (1934:30)

Ar ger kanig, as. kanik, -ed a vez implijet evit

  • houad (Favereau, 1992:pg. kanig), hag ar ster-se a denn kentoc'h d’ar yezh poblek (Menard, 2012:pg. canard),
  • houadig (Favereau, 1992) : Goude eizh deiz warn-ugent war wiriñ e tifliluk ar c’haniked hag hogos diouzhtu e lammont en dour. « LAB. AR VRO. p. 15 » meneget gant Ar Glev (1984:pg. caneton)

Evit loened zo ez eus ur ger evit ar par spazhet :

  • ejen ls. -ed, oc'hen, hag a zigemmer diouzh an tarv atav,
  • hoc'h ls. -ed, hag a vez implijet evit tourc'h a-wezhioù ivez, evel e Kas ar wiz d’an hoc’h (Menard ha Kadored, 2001:pg. hoc'h2) evit Kas ar wiz d’an tourc’h (Menard ha Kadored, 2001:pg. tourc'h).

Evit ar c'hezeg e vez graet gant un adanv : marc'h spazh pe marc'h troc'h, hag a vez enebet ouzh marc'h kalloc'h pe marc'h anterin.

Disheñvelik eo ar ger ti-kezeg diouzh kraou-kezeg ha marchosi a-fed ster, rak en un ti-kezeg e loj atav ar c'hezeg hag an den a ra war o zro (Ar Glev, 1986:pg. écurie).

Geriawouriezh

Roet eo bet ar reizh benel evit ar ger log en div embannadur eus ar geriadur brezhoneg bet embannet gant An Here (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. log ; Menard ha Kadored 2001:pg. log), met splann eo o deus graet ur fazi aze.

  • Ne zegas ar ger-se kemmadur ebet, evel a weler er skwer-mañ en hevelep pennger : E log gwer an tour-tan emañ ar ferennoù.
  • Gourel eo hervez Ar Glev (1990:pg. niche), Favereau (1992:pg. log) ha Menard (2012:pg. niche).

Kinniget ez eus bet gant Le Ruyet skrivañ azen gant daou n (Boché ha Le Ruyet, 2019:81). Diglok eo e zezrann avat. Ne veneg ket hennezh distagadur tregeriek ar ger, ha displegañ a ra ned eo ket testeniekaet ar vogalenn hir e Leon. Hogen, dastumet eo bet an distagadur-se e Lanriware (Goueled-Leon) d’an nebeutañ, hag arveret eo war harzoù Treger, evel e Plouneour-Menez (Gorre-Leon). Ar gerdarzh, koulz all, a stard ez eo bastus stumm skrivet ar genyezh, pa zeu ar ger eus al latin azinus. Ned eo ket kreñv a-walc'h an abegoù, enta, evit cheñch ar stumm reizhistorel azen hag a glot gant un distagadur hag a zo bev en un tachad ledan a-walc'h eus ar brezhonegva.

Liester reizh ar ger azenez a gaver e geriadur Ernod (1904:pg. azen) ha hini Helias (1986:pg. azénéz). Dre fazi ez eo bet lakaet -où e-lec'h -ed gant Menard (2012:pg. ânesse) en e c'heriadur.

Levrlennadur

  1. An titl « Penos kaout loened mat » (Al labourer, 1923) a zeu da vezañ « Penaoz kaout loened mut » en daolenn e fin ar gelaouenn.
  2. N’eo ket bet kavet « LAB. AR VRO. » e roll ar berradurioù roet gant Ar Glev (1983-1944).

Un nebeud aozerien o deus un anv a zo disheñvel e stumm etreboradel diouzh e stumm brezhonek : Yann an Du, Jean Le Dû ; Emil Ernod, Émile Ernault ; Frañsez Favereau, Francis Favereau ; Pêr-Jakez Helias Pierre-Jakez Hélias ; Reun ar Glev, René Le Gléau.

Oberennoù ha pennadoù

  • [Disin] : 1934. « Ar Goulenn ». Gwalarn. Renet gant Roparz Hemon. Niv. 70, p. 25-32.
  • Al labourer : 1923. « Penos kaout loened mat ». Feiz ha Breiz. Renet gant J.-M. Perrot. P. 457-458.
  • Ar Gow, Yeun : 1964. Abrobin. Al Liamm.
  • Boché, Albert, Le Ruyet, Jean-Claude : 2019. Des dialectes à la langue écrite. Peronnas : Skol Vreizh.
  • Drezen, Youenn : 1977. Itron Varia Garmez. Al Liamm.
  • Ernault, Émile : 1904. Dictionnaire breton du dialecte de Vannes. Gwened : Lafolye Frères.
  • Favereau, Francis : 1992. Geriadur ar brezhoneg a-vremañ brezhoneg-galleg galleg / brezhoneg – Dictionnaire du breton contemporain bilingue. Montroulez : Skol Vreizh.
  • Helias, Pêr-Jakez (rener) : 1986. Dictionnaire breton : breton-français, français-breton. Poitiers : Garnier.
  • Hemon, Roparz : 1961. An Tri boulomig kalon aour. Al Liamm.
  • Herrieu, Loeiz : 1974. Kamdro en Ankeu.
  • Huon, Ronan : 1966. An Irin Glas. Al Liamm.
  • Lagadeg, Jean-Yves ; Menard, Martial (renerien) : 1995. Geriadur brezhoneg. Sant-Tonan : An Here.
  • Le Dû, Jean : 2001. Nouvel atlas linguistique de la Basse-Bretagne. Sant-Tonan : Centre de recherche bretonne et celtique, Université de Bretagne occidentale, Brest. Volume 2.
  • Le Gléau, René : 1983-1994. Dictionnaire classique français breton. Kintin : Al Liamm.
    • 1983 : Levrenn I, A - B.
    • 1984 : Levrenn II, C - Debla.
    • 1986 : Levrenn III, Deblo - Embeg.
    • 1989 : Levrenn VI, Impunité - Marche.
    • 1990 : Levrenn VII, Marche - Passant.
    • 1992 : Levrenn VIII, Passe - Racontar.
  • Lêz, Barba : 1921. « Yar goz Chefig Forc'h ». Feiz ha Breiz. Renet gant J.-M. Perrot. P. 146-148.
  • Menard, Martial : 2012. Dictionnaire français-breton. Vincenza (Italia) : Palantines.
  • Menard, Martial ; Kadored, Iwan (renerien) : 2001. Geriadur brezhoneg. Sant-Tonan : An Here.