Ar c'hoari gartoù

gant Yann-Vadezour ar Rouz
Lakaet enlinenn d’ar 07.04.2020,
daskemmet d’ar 07.12.2023.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; pg. pennger(ioù) ; st. eb. stumm etrebroadel.

Geriaoueg ar c'hoari gartoù

Evit endalc'had ar pakad ez eus anv eus kartenn, kartoù (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. kartenn, kartoù). Un eil furm lies, kartez, a gaver evit ar ger-se a-wezhioù ivez (Menard, 2012:pg. carte). Resisaat a c'haller ivez : kartenn c'hoari, hep barrennig-stagañ (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. born3), pe kartenn-c'hoari, gant ur varrennig-stagañ (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. roue). A-wezhioù e seller ouzh kartoù-c'hoari evel ur ger zoken (Lagadeg ha Menard, 1995).

Evit c'hoari ez eus ezhomm ur c'hoari gartoù, ur c'hartoù, ur re gartoù, ur pakad kartoù (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. kartoù) pe ur jeu gartoù (Menard ha Kadored, 2001:pg. jeu). Lod eus ar c'hoarioù a c'hoarier gant ur c'hartoù ispisial, met evit al lodenn vrasañ e reer graet gant ur c'hoari 52 gartenn pe ur c'hoari 32 gartenn hervez ar c'hoarioù (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. kartoù).

Pevar rummad kartoù a zo, pep a arouezenn ruz pe du dezhe. Digemmañ a c'haller ar c'hartoù hervez o rummad enta.

LivArouezRummadKartenn
ruzlankellkarokaravenn, karoenn, -où, karo
kalonkeurkeurenn, -où, keur
dupenn pikpikezpikezenn, -où, pikez
delienn velchontreufleztreuflezenn, -où, treuflez

El lodenn vrasañ eus ar c'hoarioù e vez lakaet ar c'hartoù en urzh-mañ p’o renker hervez o zalvoudegezh :

  • born, -ioù, berniel (Ar Glev, 1983:pg. as ; Lagadeg ha Menard, 1995 ; Menard, 2012) pe, a-wezhioù, bid, -ed (Ar Glev, 1983:pg. as),
  • roue, rouizien (Kervella, 1947:§ 323 ; Lagadeg ha Menard, 1995), hag a gaver un eil furm lies, roueien, evitañ a-wezhioù ivez (Kervella, 1947:§ 323),
  • damez, damizien (Kervella, 1947:§ 323 ; Ar Glev, 1984:pg. dame ; Lagadeg ha Menard, 1995),
  • lakez, lakizien (Kervella, 1947:§ 323 ; Lagadeg ha Menard, 1995).

Disheñvel eo liester ar c'hartoù all hervez an aozerien. Kavout a reer liesterioù e -ien hepken a-wezhioù, evel e seizhien (Kervella, 1947:§ 359), pe, a-wezhioù all, en -où evit ar c'hartoù eus an trioù d’an eizhoù hag an degoù hag e -ioù evit an daouioù hag an navioù (Menard ha Kadored, 2001).

Envel a reer pep kartenn war-bouez he zalvoudegezh hag he rummad : ar born treuflez (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. trèfle), ar roue karo (Favereau, 1992:pg. karo), un damez keur, al lakez pikez (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. keur, lakez). Evit ar c'hartoù izeloc'h o dalvoudegezh e reer gant an araogenn a, hag e lavarer, da skwer, an eizh a dreuflez (Kervella, 1947:§ 323). Ned eo ket strizh ar reolenn-se koulskoude. En un hevelep geriadur, da skwer, ez eo meneget an eizh treuflez e-kichen an eizh a dreuflez, hag e kaver ar stumm hep araogenn hepken evit an deg pikez (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. pikez, treflez). A-wezhioù e vez meur a gartenn ouzhpenn, anvet joker, -ien, ha n’he deus rummad ebet (Menard, 2012:pg. joker).

Evit c'hoari e c'haller ober gant meur a verb hag a droioù-lavar. Ar verb-se en deus meur a arver, gant ar ger-mell strizh pe heptañ, ha neuze gant ur c'hemmadur dre c'hwezhadenniñ pe heptañ : c'hoari ar c'hartoù (Favereau, 1992:pg. kartenn ; Menard, 2012:pg. carte), c'hoari ’r c'hartoù (Dizanv, 1857:124 ; Favereau, 1992: pg. kartenn ; Lagadeg ha Menard, 1995:pg. kartoù), c'hoari c'hartoù, (Kervella, 1947:rb. 160), c'hoari kartoù (Favereau, 1992: pg. kartenn ; Lagadeg ha Menard, 1995:pg. kartoù) c'hoari ar c'hartez (Menard, 2012:pg. carte). Diwar se e c'haller ober gant ar c'hemmadur dre c'hwezhadenniñ pe heptañ war-lerc'h an anv ivez. Diouzh ster ar pennanv c'hoari eo kemmadur ar ger kartoù a zeu war e lerc'h neuze : ur c'hoari ’ c'hartoù (Riou, 1941:77) pe ur c'hoari kartoù (an Here, 2001:pg. poker, taro, trikon) a c'hoarier gant ur c'hoari gartoù.

Evit ur c'hoariadenn e komzer eus taol, -ioù, eus parti, -où, pe eus partiad, -où : un taol kartoù, un taolig kartoù (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. kartoù), ur bartiad kartoù (Menard ha Kadored, 2001:pg. partiad). Peurvuiañ e vez amreizh kemmadur ar ger kartoù war-lerc'h ar gerioù benel parti ha tro hag e vez c'hwezhadennet e gensonenn deroù e-lec'h he blotaat neuze : ur barti c'hartoù (an Uhel, 1869:94 ; Couer, 1942:1), un dro c'hartoù, (Menard, 2012:pg. carte, partie). A-wezhioù e vez reizh koulskoude : ur barti gartoù (Koulmig Arvor, 1934:13).

Kalz c'hoarioù disheñvel a zo e gwririonez. Komz a reer eus rami (Favereau, 1992), poker (Menard ha Kadored, 2001), flu (Favereau, 1992:pg. flu, brelan) pe trikon (Menard ha Kadored, 2001), bridj, piked (Menard, 2012:pg. bridge2, piquet2). Peurliesañ e vez ar gerioù-se renadennoù tra eeun eus ar verb c'hoari, evel e c'hoari flu (Favereau, 1992:pg. poker), c'hoari piked (Menard, 2012:pg. piquet2), c'hoari poker (Kerven, 2003 ; Georgelin, 2019), pe stagennoù eus pennanvioù evel c'hoari, parti, partiad, c'hoarier : ar c'hoari flu (Dizanv, 1857:124). Gant ar pennanvioù c'hoari ha parti ne vez ket blotaet kensonenn deroù an anvioù c'hoarioù : ar c'hoari taro, hag a c'hoarier gant ur c'hoari 78 kartenn (Menard ha Kadored, 2001:pg. taro), ar c'hoari trikon (Dizanv, 1857:124). Ar pennanv parti gant e stagenn a c'hall bezañ renadenn-dra eus ar verb c'hoari ivez, hag a-wezhioù eus ober : c'hoari ur barti flu (Ledan ha Jussieu, 1834:151). Ar ger bridj, avat, en deus deveradoù : bridjañ evit ar verb, bridjer, -ien evit ar c'hoarier (Menard, 2012:pg. bridger, bridgeur).

A-raok c'hoari pe, evit lavaret e mod all, meskañ kartoù (Menard ha Kadored, 2001:pg. meskañ), c'hoari ur barti c'hartoù (an Uhel, 1869:94), ober ur barti gartoù (Koulmig Arvor, 1934:13), ober un taol kartoù, ober un dro c'hartoù, (Menard, 2012:pg. carte, partie) pe ober un taolig kartoù (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. taol) e ranker, peurvuiañ, prientiñ ar c'hoari :

  • troc'hañ evit gouzout piv a ray an dorn evit an taol kentañ, hag an hini en deus troc'het ar gartenn he deus an dalvoudegezh uhelañ a ra an dorn (Dizanv, 1871:9, 10),
  • meskañ ar c'hartoù, mellañ ar c'hartoù (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. kartoù ; Menard, 2012:pg. battre, mêler) pe ober ur mell d’ar c'hartoù (Menard ha Kadored, 2001:pg. mell7 ; Menard, 2012:pg. battre, mêler),
  • troc'hañ ar c'hartoù (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. troc'hañ ; Menard, 2012:pg. carte, couper),
  • reiñ ar c'hartoù (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. kartoù), ingalañ ar c'hartoù (Menard, 2012:pg. distribuer) pe ober an dorn (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. dorn ; Menard, 2012:pg. main).

Troioù-lavar zo a zo boaziet gant ar c'hoarierien : din eo an dorn, din da droc'hañ, din da c'hoari (Riou, 1941:77). E-lec'h an hini ziwezhañ e c'haller ivez ober gant bezañ an dorn gant ur c'hoarier pe bezañ e dro da c'hoari (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. dorn), pe goulenn (daoust) tro piv a zo da c'hoari ? (Menard, 2012:pg. tour).

E c'hoarioù zo ne vez ket roet an holl gartoù d’ar c'hoarierien. Ul lodenn anezhe a vez graet ur bern gante, d’ar c'hoarierien da gemer ar re a zo war-c'horre pa vez ret. Anvet eo ar bern kartoù-se pigos, -où (Lagadeg ha Menard, 1995 ; Menard, 2012:pg. pioche) pe pod, -où (Lagadeg ha Menard, 1995). Ar c'hartoù a zo gant pep hini eus ar c'hoarierien a ya d’ober ur c'hoari (Riou, 1941:77) pe ur jeu (Dizanv, 1871:10, 11).

Tud zo a blij dezhe c'hoari da arc'hant (Menard, 2012:pg. argent, jouer). Ret e vez d’unan bennak mont e-barzh neuze (Menard ha Kadored, 2001:pg. e-barzh), da lavaret eo divizout ar sammad arc'hant a ranko an holl lakaat en taol, er pod (Lagadeg ha Menard, 1995), e-barzh ar pod (Menard, 2012:pg. jeu) pe e-barzh (Krog, 1924:176). Ar c'hoarierien digernez a zo techet da glask diboubañ ar c'hoarierien all, da lavaret eo o lakaat da goll holl o arc'hant (Favereau, 1992:pg. diboubañ, dépouiller ; Menard, 2012:pg. dépouiller).

Hervez ar reolennoù e c'hall bezañ ret da bep c'hoarier c'hoari ur gartenn eus an hevelep rummad hag ar gartenn gentañ lakaet war an daol. Lavaret a reer, da skwer, c'hoari treuflez (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. treflez). Pa ne c'haller ket c'hoari e lavarer Boud ! pe Boud on. (Ar Gall, 1957:448). E kalzik a c'hoarioù eo en degouezh-se e ranker pigosat, da lavaret eo kemer ar gartenn a zo war-c'horre ar pigos, pe mont d’ar pigos, da lavaret eo henn ober betek ma vo kavet ur gartenn a zegouezh (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. pigosat, pigos). Peurvuiañ e vez gounezet ur pleg gant unan eus ar c'hoarierien p’o devez lakaet ar re-se pep a gartenn war an daol (Menard, 2012:pg. pli). Gantañ ez a ar c'hartoù-se neuze.

E c'hoarioù zo ez eus anvioù evit strolloù kartoù :

  • trikon, -où, evit teir c'hartenn heñvel o zalvoudegezh (Favereau, 1992:pg. trikon, brelan ; Menard ha Kadored, 2001),
  • pevarad, -où, evit peder c'hartenn heñvel o zalvoudegezh, evel e-barzh ur pevarad lakizien (Menard, 2012:pg. carré2, valet),
  • pevarenn, -où (Menard ha Kadored, 2001), evit un heuliad didorr, war-bign pe war-ziskenn, a beder c'hartenn eus an hevelep rummad (piked),
  • pempenn, -où (Favereau, 1992:pg. pempenn), pe, a-wezhioù, kintenn, -où (Menard, 2012:pg. quinte), evit un heuliad didorr, war-bign pe war-ziskenn, a bemp kartenn eus an hevelep rummad (piked), pe evit un heuliad didorr, war-bign pe war-ziskenn, a bemp kartenn (poker),
  • pempenn fleuch (Georgelin, 2019), evit un heuliad didorr, war-bign pe war-ziskenn, a bemp kartenn eus an hevelep rummad (poker).

Evit gouzout en deus gounezet ur c'hoarier, neuze, ez eo ret dezhañ diskouez e jeu d’ar c'hoarierien all (Dizanv, 1871:10, 11) pe diskouez e gartoù (Dizanv, 1871:10), da lavaret eo lakaat e gartoù war an daol, a-wel d’ar c'hoarierien all.

P’en devez ur c'hoarier kartoù mat pe ur jeu mat (Dizanv, 1871:10, 10-11) e klever a-wezhioù : Kouezhañ a ra brav ar c'hartoù en e zaouarn (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. kartoù). Un nebeud troioù-lavar a zo evit lavaret ez a an holl gartoù gant an hevelep c'hoarier (Menard, 2012:pg. capot2) :

  • lakaat unan bennak halegenn, evit an hini a c'hounez an holl gartoù,
  • bezañ halegenn, kaout ar wrac'h, kaout ul louzenn, evit an hini na c'hounez kartenn ebet.

Halegenn e c'haller bezañ er vuhez pemdez ivez (Ernod, 1880:156). Kement-se a oa c'hoarvezet d’ur paotr yaouank hag a glaske gouzout anvioù ar c'hartoù, just a-walc'h. Aterset en doa-eñ un den war an oad eus Pleskob, rak gouzout a rae e kustume hennezh c'hoari ’r c'hartoù :

— Penaos e vez lâret « valet » ?
— Ne ouian ket…
— Ne vez ket lâret « mevel »… ?
— Geo ; ar mevel, ar roue… hag ar vestrez !

Geriawouriezh

Meneget eo karavenn (Helias, 1986 ; Lagadeg ha Menard, 1995:pg. karo ; Menard, 2012:pg. carreau ; ar Merser, 2009) ha karoenn (Lecocq, 1983:1516 ; Dizanv, 1871:10 ; Helias, 1986 ; Favereau, 1992:pg. karo, carreau ; ar Merser, 2009) uheloc'h. Ned int nemet daou stumm eus an hevelep ger avat. Geriadur Garnier a ro karavenn, gant un r hepken, er pennger « karo » ha karroenn, gant daou r, evel unanderenn eus karo, gant ur r hepken, er pennger « carreau » (Helias, 1986). Ned eus reizhadenn ebet war gement-se en eil stumm ar geriadur (ar Merser, 2009). Disheñvel eo distagadur ar furm lies karo hervez an aozerien. Pa vez taolmouezhiet war an eil silabenn diwezhañ e kaver un a berr (Favereau, 1992), ar pezh a glot gant gerdarzh ar ger, pe un a hir (Lagadeg ha Menard, 1995 ; Menard ha Kadored, 2001).

Ned eo ket meneget arver pik e-kichen pikez uheloc'h. Kavout a reer ar roue pik, hep barrenig-stagañ, hag an damez-pik pe an damez-pikez, gant ur varrennig-stagañ, e geriadur Garnier hag en eil stumm ar geriadur-se (Helias, 1986:pg. pique ; ar Merser, 2009:pg. pique). En hevelep geriadurioù ez eo pik, pikez ha pikezenn furmoù unan, ha pikez ha pikezenn a ya d’ober an hevelep pennger hep ma vefe roet o furm lies (Helias, 1986:pg. pik, pikez, pique ; ar Merser, 2009:pg. pik, pikez, pique).

Ar ger treuflez a gaver dindan ar stumm treflez ivez. Ar stumm treuflez a zo notennet gant Charlez ar Gall (1958:534) hag arveret gant Riwal Georgelin (2019), ha treflez roet gant Martial Menard (2012:pg. treflez). An daou stumm a zo meneget gant geriadurourien zo : treuflez eo ar stumm pennañ e geriadur glas Frañsez Favereau (1992) ha treflez er geradurioù unyezhek embannet gant an Here (Lagadeg ha Menard, 1995 ; Menard ha Kadored, 2001). Ar vogalenn digor [ɛ] dirak an f eus treflez (Lagadeg ha Menard, 1995 ; Menard ha Kadored, 2001) a hañval diskouez ned eo ket bet peurvrezhonekaet ar stumm-se c'hoazh.

Ar blotadur war-lerc'h ar ger roue, hag a gaver e-barzh Ar Roüe-garo hag ar Ronë dreflès (Gregor Rostrenenn, 1732:pg. carreau, trefle), a hañval bezañ aet kozh. Kavout a reer skwerioù nevesoc'h hep blotadur : ar roue pik (Garnier, 1986:pg. pique ; ar Merser, 2009:pg. pique), ar roue karo (Favereau, 1992:pg. karo). Hogen roet eo ar roue garo gant Martial Menard en e c'heriadur (Menard, 2012:pg. carreau, roi). Dic'hrotoz eo an droienn-se e-skoaz ar born treflez (Menard, 2012:pg. as, trèfle). Moarvat ez eo da sellet evel ur stumm dispredet dastumet e geriadur Gregor Rostrenenn.

Ned eo meneget uheloc'h nag arver ar ger rouanez evit damez nag arver an araogenn a evit resisaat he rummad kartoù, rak aet int kozh o-daou ivez. O c'havout ar reer e-barzh ar Roüanès a garo (Gregor Rostrenenn, 1732:pg. carreau). Pa seller ouzh ar skwerioù kent e c'haller soñjal e oa an araogenn a o vont er-maez a voaz en troiennoù-se en 18vet kantved, a-raok ma’z afe ar blotadur da get.

Evit liester lakez ez eus bet dibabet arverañ ar stumm reizh ha boaziet lakizien (Kervella, 1947:§ 323 ; Lagadeg ha Menard, 1995 ; Menard ha Kadored, 2001). E geriadur Martial Menard, avat, ez eus bet graet gant an adstumm distreset likizien, ennañ levezon an i war ar silabenn gentañ : likizien, pevarad likizien (Menard, 2012:pg. carré2, valet).

Ar gerioù daou ha nav a c'hall kaout ul liester dic'hortoz en -où e-barzh kentañ embannadur ar geriadur unyezhek embannet gant an Here (Lagadeg ha Menard, 1995). Ha ned eo ket bet peurreizhet kement-se e-barzh an eil embannadur : ne chom nemet al liester e -ioù evit daou ha ned eo meneget nemet al liester-se e-kichen ar pennger nav ivez, met evit arver nav evel anv-kadarn e kaver c'hoazh an daou liester (Menard ha Kadored, 2001).

Diglok eo termenadur ar ger pevarenn a gaver en eil embannadur ar geriadur unyezhek embannet gant an Here (Menard ha Lagadeg, 2001). Termenet eo bet evel ur stroll a beder c'hartenn eus an hevelep rummad hepken.

Levrlennadur

Un nebeud aozerien o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Emil Ernod, Émile Ernault ; Frañsez Favereau, Francis Favereau ; Reun ar Glev, René Le Gléau ; Gregor Rostrenenn, Grégoire de Rostrenen ; Kerven, Gerven (diwar blotadur boas ar gensonenn deroù e « Yann Gerven ») ; Per-Jakez Helias Pierre-Jakez Hélias ; Lauranç de Jussieu Laurent de Jussieu ; Ivon Krog, Yvon Crocq ; Alexand-Louis-Mari Ledan Alexand Ledan ; Fañch an Uhel, François-Marie Luzel.

Oberennoù ha pennadoù

  • [Dizanv] : 1857. Nouvelles conversations en breton et en français. Divizou brezonek ha gallek. Sant-Brieg : Prud’homme.
  • [Dizanv] : 1871. Buez Louis Eunius, dijentil ha pec'her bras – Trajedien en daou act, gant eur proloc vit peb act. Testenn eus an 18vet kantvet. Lannuon : Intañvez ar Goffic.
  • Ar Gall, Charlez : 1957. « Le vocabulaire breton de L’Hôpital-Camfrout ». Annales de Bretagne et des pays de l'Ouest, levrenn LXIV, niv. 4, bloavezh 1957, p. 445-473.
  • Ar Gall, Charlez : 1958. « Le vocabulaire breton de L’Hôpital-Camfrout (deuxième partie) ». Annales de Bretagne et des pays de l'Ouest, levrenn LXV, niv. 4, bloavezh 1958, p. 509-536.
  • Ar Merser, Andreo : 2009. Ar Geriadur – Dictionnaire breton-français, français-breton. Sant-Tonan : Emgleo Breiz.
  • Couer, Fanch : 1942. « Al labour douar ». Le Courrier du Finistère, 63vet bloavezh, niv. 3298, Sadorn 19 a viz Kerzu 1942.
  • Crocq, Yvon : 1924. Eur zac’had marvailhou, « An Hader Avel », p. 171-182. Brest : Buhez Breiz.
  • Ernault, Émile : 1880. « Supplément aux dictionnaires bretons-français ». Revue celtique, levrenn IV, 1879-1880, renet gant H. Gaidoz, p. 145-170.
  • Favereau, Francis : 1992. Geriadur ar brezhoneg a-vremañ brezhoneg-galleg galleg / brezhoneg – Dictionnaire du breton contemporain bilingue. Montroulez : Skol Vreizh.
  • Georgelin, Riwal : 2019. « Gwelet an heol » Ya!, niv. 732, 21 a viz Mezheven 2019, p. 8.
  • Gerven, Yann : 2003. « Nolwenn hep spilhenn na gwenneg, Tangi hep sy so kontristet ». http://www.geocities.ws/yann_gerven/ . Sellet outañ d’an 21 a viz Meurzh 2020.
  • Grégoire de Rostrenen : 1732. Dictionnaire françois-celtique, ou françois-breton necessaire a tous ceux qui veulent apprendre à traduire le françois en celtique , ou en langage breton , pour prêcher , catechiser , & confesser , selon les differens dialectes de chaque diocese ; utile , & curieux pour s’instruire à fond de la langue bretonne , & pour trouver l’éthymologie de plusieurs mots françois & bretons , de noms propres de villes , & de maisons. Par le P. F. Gregoire de Rostrenen , prêtre & prédicateur capucin. Roazhon : Julien Vatar.
  • Hélias, Pierre-Jakez (rener) : 1986. Dictionnaire breton : breton-français, français-breton. Poitiers : Garnier.
  • Kervella, Frañsez : 1947. Yezhadur bras ar brezhoneg. Skridoù Breizh. Adembannet e 1995. Kintin : Al Liamm.
  • Koulmig Arvor : 1934. « Yann ar burzudou ». Gwalarn ha Kannadig Gwalarn : Gwalarn, 10vet bloavezh, niv. 63, C'hwevrer 1934 ; Kannadig Gwalarn, niv. 17-18, C'hwevrer-Meurzh 1934.
  • Lagadeg, Jean-Yves ; Menard, Martial (renerien) : 1995. Geriadur brezhoneg. Sant-Tonan : An Here.
  • Ledan, Alexand ; Jussieu, Laurent de : 1834. Simon a Vontroulez pe ar marc'hadour mercer, heuliet eus a œuvrou dalif Simon a Vontroulez; troet e brezonec eus a levr gallec Simon de Nantua, dre an autrou Lauranç de Jussieu, gant Alexand-Louis-Mari Lédan. Montroulez : Lédan.
  • Lecocq, Jean-Marc : 1983. Le théatre comique breton au XVIIIe S. Bue Malarge. Tezenn doktorelezh, 3de kelc'hiad, Skol-Veur Breizh-Uhel, Roazhon 2.
  • Le Gléau, René : 1983-1994. Dictionnaire classique français breton. Kintin : Al Liamm.
    • 1983 : Levrenn I, A - B.
    • 1984 : Levrenn II, C - Debla.
  • Luzel, François-Marie : 1869. Kontadennoù ar bobl. Dornskrid 14 levraoueg-kêr Gemper.
  • Menard, Martial : 2012. Dictionnaire français-breton. Vincenza (Italia) : Palantines.
  • Menard, Martial ; Kadored, Iwan (renerien) : 2001. Geriadur brezhoneg. Sant-Tonan : An Here.
  • Riou, Jakez : 1941. Nemenoe oe ! – skrid J. Riou skeudennou P. Peron. Brest : Skrid ha Skeudenn.