An tredan

gant Yann-Vadezour ar Rouz
Lakaet enlinenn d’ar 07.05.2020,
daskemmet d’an 30.01.2022.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; pg. pennger(ioù) ; st. eb. stumm etrebroadel.

Geriaoueg an tredan

Unan eus doareoù ar gremm eo an tredan. Meur a ster en deus ar ger tredan en e unan, ha talvezout a ra ivez da resisaat pennanvioù all.

Kaoz a zo, da skwer, eus tredan, eus bec'hiad (an Noalleg, 2006:pg. bec'hiad, charge ; Menard, 2012:pg. charge) pe, ent-resis, eus bec'hiad tredan evit ur c'hementad tredan. An elektron eo a zoug ar bec'hiadoù tredan. Anvet eo koulomb, -où, unanenn vuzuliañ ar bec'hiad tredan (an Noalleg, 2006:pg. koulomb, coulomb ; Menard, 2012:pg. coulomb), ha gant C e vez aroueziet.

Termeniñ a reer c'hoazh an tredan (Menard, 2012:pg. courant2, éléctrique), ar red, -où (Menard, 2012:pg. courant2), ar red tredan (an Noalleg, 2006:pg. red tredan, courant électrique ; Menard, 2012:pg. courant2, éléctrique), ar red bec'hiadoù pe, ent-resis, ar red bec'hiadoù tredan evel un dilec'hiadenn bec'hiadoù tredan etre daou boent, ar pezh a dalvez ez eus dilec'hiadennoù elektron neuze. Ne zilec'h ket kalz an elektron, met redek a ra buan an tredan evelkent, rak dilec'hiañ a ra un niver bras a elektron war un dro etre an daou boent. Dazgwerediñ a ra evel-se an elektron ouzh un dilive tredan etre daou boent.

Ur c'heal a zo liammet start ouzh ar red tredan : anvet eo kasad pe kasad ar red tredan pe, ent-resis kasad ar red bec'hiadoù tredan, ha klotañ a ra gant ar c'has tredan, ar c'has bec'hiadoù pe, ent-resis, ar c'has bec'hiadoù tredan, da lavaret eo ez eo ar c'hementad a dredan, pe, ent-resis, a vec'hiadoù tredan, a dremen bep eilenn dre ul lec'h ma red an tredan. An amper, -où, eo unanenn vuzuliañ ar c'hasad (Menard ha Kadored, 2001:pg. a1, amper ; an Noalleg, 2006:pg. amper, ampère ; Menard, 2012:pg. ampère), ha gant A e vez aroueziet. Anvet eo kasadreoler, -ioù, ar benveg a dalvez da zaskemm ar c'hasad ha kasadventer, -ioù, ar benveg a dalvez da vuzuliañ ar c'hasad. An tredanventer, -ioù, eo ar benveg a dalvez da vuzuliañ ar bec'hiadoù tredan hag ar redoù tredan izel o c'hasad (an Noalleg, 2006:pg. tredanventer, électromètre ; Menard, 2012: pg. tredanventer).

Pa vez un dilive tredan e komzer eus barr, -où (an Noalleg, 2006:pg. barr, potentiel, tension (électrique) ; Menard, 2012:pg. tension) pe, ent-resis, eus barr tredan (Menard, 2012:pg. potentiel2). Ar volt, -où, eo unanenn vuzuliañ ar barr tredan (Menard ha Kadored, 2001:pg. v, volt ; an Noalleg, 2006:126, 229 ; Menard, 2012:pg. volt), ha gant V e vez aroueziet. Ar barreoler, -ioù, eo ar benveg a dalvez da zaskemm ar barr tredan (an Noalleg 2006:pg. barreoler, potentiomètre ; Menard, 2012:pg. potentiomètre) hag ar barrventer, -ioù, ar benveg a dalvez da vuzuliañ ar barr tredan (an Noalleg 2006:pg. barrventer, voltmètre).

Pa vez dibabet ur poent dave e c'haller kementadiñ barr tredan ne vern pe boent : an dilive tredan etre ar poent-se hag ar poent dave eo. Peurvuiañ ez eo ar sol, da lavaret eo an douar hag a vez ereet outañ ar mekanikoù tredan dre un tamm metal hir ha moan sanket don ennañ (an Noalleg 2006:pg. sol, terre (électricité)), pe ar boutin, -où, da lavaret eo ul lodenn vetal eus ur mekanik tredan a c'haller touchañ hag a rank bezañ ereet ouzh ar sol neuze, rak ne zle ket an tredan redek ennañ (an Noalleg 2006:pg. boutin, masse (électricité)), a ya d’ober ar poent dave. Notenniñ a c'haller, da skwer, U1 barr tredan ur poent (1) pe VA barr tredan ur poent A.

Evit un dilive tredan etre daou boent, ne vern pe re e vefe, ez eus kaoz eus kemm barr (an Noalleg, 2006:pg. kemm barr, différence de potentiel ; Menard, 2012:pg. différence) pe, ent-resis, eus kemm barr tredan. Notenniñ a reer dU pe UAB ar c'hemm barr etre daou boent, anvet A ha B amañ evit an eil doare d’e notenniñ. Ar volt eo unanenn vuzuliañ ar c'hemm barr, rak ned eo nemet un degouezh dibarek eus ur barr tredan. Jediñ a c'haller ar c'hemm barr etre daou boent pa anavezer o barr tredan : diforc'h daou varr tredan eo ar c'hemm barr. Da skwer : dU = U2 - U1 pe UAB = VA - VB.

Anvet eo galloudezh (an Noalleg, 2006:pg. galloudezh, puissance) pe, ent-resis, galloudezh tredan lieskementadur ar c'hasad gant ar c'hemm barr. Ar wat, -où, aroueziet gant W, eo unanenn vuzuliañ ar c'halloudezh (an Noalleg, 2006:pg. wat, watt ; Menard, 2012:pg. watt), met an deverad kilowat, -où, arouezet gant kW, a arverer alies ivez (Menard, 2012:pg. kilowatt). Ha termeniñ a c'haller ar gremm pe, ent-resis, ar gremm tredan (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. daspugner) evel lieskementadur ar c'halloudezh, e watoù pe e kilowatoù, gant an amzer, en eurioù. Anvet eo wat-eur, watoù-eurioù (an Noalleg, 2006:pg. wat, watt-heure ; Menard, 2012:pg. wattheure), ha kilowat-eur, kilowatoù-eurioù (an Noalleg, 2006:pg. kilowat-eur, kilowatt-heure ; Menard, 2012:pg. kilowattheure, kilowatt-heure), aroueziet peurvuiañ gant Wh ha gant kWh, unanennoù muzuliañ ar gremm.

An harz pe, ent-resis, an harz ouzh an tredan eo diaester al lec'h etre daou boent da drezougen ar bec'hiadoù tredan, pe, evit lavaret e mod all, an diaester en deus an tredan da dremen etre an daou boent-se. An om, -où, aroueziet gant Ω, eo unanenn vuzuliañ an harz (an Noalleg, 2006:pg. om, ohm ; Menard, 2012:pg. om). An harzventer, -ioù, eo ar benveg a dalvez da vuzuliañ an harz. Er c'hontrol, an trezoug pe, ent-resis, an trezoug tredan eo aested al lec'h etre daou boent da drezougen ar bec'hiadoù tredan, pe, evit lavaret e mod all, an aested en deus an tredan da dremen etre an daou boent-se. Ar siemens, -où, aroueziet gant S, eo unanenn vuzuliañ an trezoug (an Noalleg, 2006:106, 216).

Pa vez trezouget aes an tredan gant un danvez e lavarer ez eo trezougus ouzh an tredan. Un trezouger eo an danvez-se neuze. Ha pa ne vez ket e lavarer ez eo harzus ouzh an tredan (Menard, 2012:pg. résistif). Pep danvez a zo harzus pe harzusoc'h ouzh an tredan. An trezouguster hag an harzuster eo ar mentadoù a dalvez da gementadiñ pegen trezougus ha pegen harzus eo an danvezioù. An om-metr, omoù-metr, aroueziet gant Ω⋅m, eo unanenn an harzuster, ha gant (Ω⋅m)-1 pe gant S⋅m-1 e vez aroueziet an trezouguster. An trezougventer, -ioù, eo ar benveg a dalvez da vuzuliañ an trezouguster. Ul liesventer a zo ur benveg a dalvez da vuzuliañ meur a ventad tredan, ha peurvuiañ e talvez da gasadventer, da varrventer ha da harzventer.

Evit an hollad elfennoù a dalvez da heñchañ an tredan ez eus kaoz eus amred, -où (Menard ha Kadored, 2001 ; an Noalleg, 2006:pg. amred, circuit ; Menard, 2012:pg. circuit, parallèle, série), pe, ent-resis, eus amred tredan, hag evit al lec'h ma tremen an tredan en amred eus amredad, -où, pe, ent-resis, eus amredad tredan (Menard ha Kadored, 2001:pg. amredad). Dav eo stignañ un amred, da lavaret eo e sevel (an Noalleg, 2006:pg. stignañ, monter), evit kaout ur stignad, -où, an disoc'h, da lavaret eo an amred bet stignet (an Noalleg, 2006:pg. stignad, montage ; Menard, 2012:pg. dérivation, montage, série).

Evit stignañ un amred ez eo dav eren pep parzh, -ioù (an Noalleg, 2006:pg. parzh, composant ; Menard, 2012:pg. composant), da lavaret eo pep pezh a dalvez da sevel an amred, ouzh re all war-bouez neudennoù tredan (Menard, 2012:pg. fil), orjalennoù tredan (Menard ha Kadored, 2001:pg. tredan) pe trezougelloù. Anvet eo bonn, -où, pep hini eus al lodennoù eus ar parzhioù a vez ereet ouzh ar parzhioù all evel-se (an Noalleg 2006:pg. bonn, borne). Stignañ a c'haller ar parzhioù a-steud, en doare m’en em gavfent an eil war-lerc'h egile en amred (an Noalleg 2006:pg. a-steud, série ; Menard, 2012:pg. série), pe a-stur, en doare m’en em gavfent an eil e-kichen egile en amred (an Noalleg 2006:pg. a-stur, parallèle ; Menard, 2012:pg. circuit, parallèle). Setu amañ un nebeud parzhioù :

  • ar ganer, -ioù (an Noalleg, 2006:pg. ganer, générateur ; Menard, 2012:pg. générateur), ar ganer tredan (Lagadeg ha Menard 1995 ; an Noalleg, 2006:pg. ganer ; Menard, 2012:pg. générateur), ar ganer red pe, ent-resis, ar ganer red tredan, a dalvez da deuler ur red tredan e-barzh un amredad,
  • ar paker, -ioù, da seveniñ un ober bennak gant an tredan a dremen drezañ,
  • ar spanaer -ioù (Menard ha Kadored, 2001), da lezel an tredan da redek pe mirout outañ da redek,
  • an trec'haoler, -ioù (an Noalleg, 2006:pg. trec'haoler, commutateur ; Menard, 2012:pg. commutateur), da zasparzhañ an tredan e-barzh amredadoù disheñvel pe cheñch tu ar red tredan hag a-wezhioù lezel an tredan da redek pe mirout outañ da redek,

Kalz seurtoù pakerioù a zo anezhe. Kaoz a zo, da skwer, eus klogorenn, -où, evit ur paker a dalvez da sklêrijennañ hag eus harzell, -où (Menard ha Kadored, 2001 ; an Noalleg, 2006:pg. harzell, résistance ; Menard, 2012:pg. résistance), evit ur paker a dalvez da sevel un harz ouzh an tredan, da lavaret eo da ziesaat tremen an tredan. Pep a harz diabarzh o deus ar pakerioù.

Daou saviad o deus an spanaerioù, da lavaret eo daou stad. Diouzh o saviad e vez kloz (Menard ha Kadored, 2001:pg. amredad ; an Noalleg 2006:pg. amred ; Menard, 2012:pg. circuit, fermé) pe digor (an Noalleg 2006:pg. amred ; Menard, 2012:pg. circuit, ouvert) an amredad. Ne c'hall redek tredan e-barzh an amredad nemet pa vez-eñ kloz.

Daou zoare red tredan a zo. Mar red an tredan dre an hevelep tu atav en amredad ez eo ur red tredan untu (Menard ha Kadored, 2001:pg. pebeilat ; an Noalleg, 2006:pg. untu, continu (courant) ; Menard, 2012:pg. continu1, courant2). Ha mar red an tredan dre an daou du a-bep-eil e komzer eus red tredan pebeilat (Menard ha Kadored, 2001 ; an Noalleg, 2006:pg. pebeilat, alternatif ; Menard, 2012:pg. continu1, courant2). Un amdroer, -ioù (an Noalleg, 2006:pg. amdroer, convertisseur), pe, ent-resis, un amdroer tredan (an Noalleg, 2006:pg. amdroer, convertisseur ; Menard, 2012:pg. convertisseur), a dalvez da dremen eus an eil doare red d’egile. Ar gwagenner, -ioù, eo an hini a dreuzfurm ur red untu en ur red pebeilat (an Noalleg, 2006:pg. gwagenner, onduleur ; Menard, 2012:pg. onduleur), hag an eeuner, -ioù, an hini a dreuzfurm ur red pebeilat en ur red untu.

Evel ar pakerioù o deus ar ganerioù pep a harz diabarzh. Meur a seurt ganerioù a zo anezhe. Un untuer, -ioù, ur ganer red untu, da lavaret eo ur ganer tredan a daol ur red untu en amredad. Gallout a ra bezañ :

  • ur pod-tredan, podoù-tredan (Lagadeg ha Menard, 1995:pg.pod ; Menard, 2012:pg. pile1), ur ganer na c'hall nemet divec'hiañ pan a en-dro, da lavaret eo teuler gremm tredan e stumm ur red tredan,
  • un daspugner, -ioù (Vallée, 1931:pg. accumulateur ; Lagadeg ha Menard, 1995 ; an Noalleg, 2006:pg. daspugner, accumulateur ; Menard, 2012:pg. accumulateur), ur ganer a c'hall bec'hiañ ouzhpenn, da lavaret eo daspugn gremm tredan,
  • ur batiri, -où, ur ganer ennañ un hollad daspugnerioù (Menard ha Kadored, 2001).

Hag ur pebeiler, -ioù, a zo ur ganer red pebeilat, da lavaret eo ur ganer tredan a daol ur red pebeilat en amredad (Menard ha Kadored, 2001 ; an Noalleg, 2006:pg. pebeiler, alternateur ; Menard, 2012:pg. alternateur1, courant2).

Anvet eo blein, -où, pep hini eus bonnoù ar ganer a dalvez da lakaat tredan da redek en amredad (Menard ha Kadored, 2001 ; an Noalleg, 2006:pg. blein, pôle ; Menard, 2012:pg. pôle). Daou vlein a zo : ar blein lei hag ar blein mui, hag a zo bleinoù ragenep (Menard, 2012:pg. pôle). Pa vez ereet an daou vlein ragenep an eil ouzh egile e c'hoarvez ur red-treuz, da lavaret eo ur red tredan bras e gasad a zivec'h ar ganer en ur uhelaat ar gwrezverk (Hemon, 1938:46 ; Dizanv, 1968:26 ; ar Glev, 1984).

Komz a reer eus barr luskañ ur ganer pe, ent-resis, barr da luskañ tredan ur ganer evit ar barr tredan a c'haller muzuliañ etre daou vlein ragenep ur ganer pa ne daol hemañ red ebet. Pa vez taolet tredan gant ur ganer e vez bihanoc'h ar barr tredan etre e vonnoù eget e varr luskañ en abeg d’e harz diabarzh. Termeniñ a reer barr diluskañ ur ganer pe ur paker pe, ent-resis, barr da ziluskañ tredan ur ganer pe ur paker evel an diforc'h etre ar barr tredan a zo en e vonnoù hag ar barr tredan a zeu eus e harz diabarzh.

Ur barr tredan a c'hall dont eus gwered ur red tredan pe ur warell. Ur barr dereet eo neuze. E-barzh un amred e c'hall ar barr dereet bezañ ur barr luskañ pe ur barr diluskañ. Hag ar red tredan a c'hall dont diwarnañ a zo ur red dereet. Ganerioù zo a daol ur red dereet ivez.

Kemerit ho tiwalloù atav pa zornatait un amred tredan. Gallout a reer bezañ taget gant an tredan (Dizanv, 1942) ha chom gant ul lodenn eus e gorf krignet gant an tredan. Gallout a reer bezañ lazhet gant an tredan zoken (Dizanv, 1942). Grit ho tiarbennoù ha chomit war evezh neuze.

Geriawouriezh

Termenet eo bet an amper evel unanenn muzuliañ ar c'hementad tredan (Menard ha Kadored, 2001:pg. amper). Un arventenn, an amzer, a vank en div skwer-se. E-barzh unan eus sterioù ar ger kas e kaver an arventenn-se : Kementad danvez a zilec'h dre unanenn amzer (Menard ha Kadored, 2001:pg. kas). Gant poell eo ez eo bet astennet an termenadur-se evit an urzhiataerezh (Étienne, 1995:pg. débit ; Menard, 2012:pg. débit1). Heñvel ez eus bet graet amañ evit an tredan.

Ur ster all, ha ne glot ket gant an implij-mañ eus ar ger, a gaver ivez koulskoude. Testeniekaet kas (Vallée, 1919:26 ; Vallée, 1931:pg. tension) ha kas-tredan (Vallée, 1931:pg. tension ; ar Glev, 1994:pg. tension) gant ar ster « barr tredan ». Dilezet eo bremañ an arveroù-se ha ne zegouezhont ket : barroù tredan anpar da zero a c'haller muzuliañ etre daou boent hep ma redfe tredan etreze avat.

Ned eus ket bet lakaet kemm etre boutin ha sol gant aozerien zo. An daou ster a zo roet da bep hini eus an daou c'her gant Yann-Baol an Noalleg (2006:pg. sol, masse (électricité)). Ha ne gaver nemet ar ger sol gant ar ster « boutin » e geriadur Martial Menard (2012:pg. masse1).

En eil embannadur eus ar geriadur unyezhek embannet gant An Here ez eo termenet ar ger watt evel unanenn vuzuliañ galloudegezh an tredan (Menard ha Kadored, 2001). Hogen er pennger galloudezh eo emañ ar ster a denn d’ar fizik, ha neket er pennger galloudegezh. Hag adkavout a reer ar ger galloudezh e termenadur an gerioù kilowatt ha kilowatteur. Diresis eo termenadur ar ger kilowatteur koulskoude : e-lec'h « gremm » ez eo bet implijet div wezh ar ger labour ennañ.

Kavout a reer an termenoù harzded (an Noalleg, 2006: pg. harzded, résistance électrique (phénomène) ; Menard, 2012:pg. conductance, résistance), pe, dre fazi, harzhded (Menard ha Kadored, 2001:pg. ohm). Rouez eo ar gerioù deveret eus ur pennanv war-bouez al lostger -ded pe -der e brezhoneg koulskoude. Merkañ a ra al lostger-se ur perzh hollek. Hogen kaoz a zo amañ eus ur meizad a dalvez evit perzhioù disheñvel : an tredan hag ar wrez. Kavet eo bet diezhomm al lost-ger amañ, alese harz.

Testeniekaet eo ivez an termen harzusted (an Noalleg, 2006: pg. harzusted, résistivité ; Menard, 2012:pg. conductivité, résistivité). Bez’ e vefe ar ger-se da intent evel un anadenn hollek hag a dalvezfe war an dro evit an tredan hag ar wrez neuze. Evit pep hini eus an daou ventad e tegouezh gwelloc'h al lostger -der avat, alese harzuster. Resisaat a c'haller an termen gant ouzh an tredan pe ouzh ar wrez pa vez ezhomm.

Er gerioù heren (ar Glev, 1984:pg. conducteur ; Lagadeg ha Menard, 1995 ; Menard ha Kadored, 2001 ; an Noalleg, 2006:pg. heren, conducteur ; Menard, 2012:pg. conducteur), read (an Noalleg, 2006:pg. read, intensité (électrique, &) ; Menard, 2012:pg. intensité), reer (an Noalleg, 2006:pg. reer, conducteur (en général)), ren (an Noalleg, 2006:pg. ren, conduire ; Menard, 2012:pg. conduire), rended (an Noalleg, 2006:pg. rended, conductance électrique ; Menard, 2012:pg. conductance, résistance), reüs (an Noalleg, 2006:pg. reüs, conducteur ; Menard, 2012:pg. conducteur) ha reüsted (an Noalleg, 2006:pg. reüsted, conductibité, conductivité ; Menard, 2012:pg. conductivité ha résistivité) e kaver div wrizienn disheñvel, re- ha ren-, evel e krennvrezhoneg. Hogen etre an 18vet hag an 19vet kantvet ez eo bet drougvesket an div bennrann ha dilezet re- evit na zelc'her nemet ren-. Da skwer, e-lec'h reer ha reerez, hag a gaver betek an 18vet kantvet evit unan bennak hag a gas unan bennak all d’ul lec'h bennak, e kaver bremañ rener ha renerez. Ha ne gaver mui nemet ur verb ren, ennañ ar bennrann ren-, e-lec'h an daou verb a oa gwezhall :

  • ar verb ren, ennañ ar bennrann re-, diwar an henvrezhoneg re, reg, fait de mettre droit, d’étendre, de mener e galleg, hag al lost-ger anv-verb -en (Deshayes, 2003:pg. re, ren),
  • ar verb ren, ennañ ar bennrann ren- hepken, diwar an henc'halleg regne (Deshayes, 2003:pg. ren).

Amsklaer eo arver an div bennrann war dachenn ar fizik avat. Eus un tu e kaver ar bennrann ren- e-barzh an adanv heren hag ar pennanv rended, hag eus un tu all ar bennrann re- e-barzh ar verb ren, an adanv reüs hag ar pennanvioù reer ha reüsted, hep ma vefe disheñvel o ster. Displann eo ar bennrann re- evit tri abeg enta :

  • emdroet eo e ren- er yezh ordinal,
  • ned eo ket anat kompren perak he lakaat da advevañ ma ned eo nemet evit ma vefe heñvelster d’ur bennrann all hag a zo implijet ivez war dachenn ar fizik,
  • lakaat a ra arver ar bennrann ren- da vezañ displann ivez en he c'hichen, rak ne glot ket he ster gant he gerdarzh ken mar saver d’an amzer ma oa bev an div bennrann.

Emichañs ned eo na re- na ren- ar bennrann azasañ evit ar gerioù-se, rak ne vez ket ambrouget an tredan ha ne vez lusket ha heñchet nemet pa vez un amredad. Degouezout a ra gwelloc'h kasad eget read neuze, hag aesoc'h eo da gompren zokenoc'h. Heñvel eo evit an danvezioù e-keñver ar bec'hiadoù tredan pe an elektron. O dougen a reont pe, evit bezañ resisoc'h, o zrezougen a reont. Graet ez eus bet amañ gant trezougen (Menard, 2012:pg. véhiculer) hag an deveradoù anezhañ enta. Hag evit an termen reell hag a dalvez « neudenn tredan » (an Noalleg, 2006:pg. reell, conducteur (fil électrique), fil électrique), ned eus skoilh ebet a-fed ster, rak heñchet e vez an tredan gant an neudennoù tredan, met ned eus anezhañ nemet en abeg d’ar verb ren ha d’an adanv reüs.

Chom a ra deren c'hoazh (an Noalleg, 2006:pg. deren, induire ; Menard, 2012:pg. induire), rak degouezhout a ra mat evit « genel ha treuzkas gremm tredan a-bell e-barzh ur c'horf pe un amred tredan dindan gwered ur warell pe ur red tredan ». Alese e c'hallfe bezañ degemeret ivez dereadur (an Noalleg, 2006:pg. dereadur, induction ; Menard, 2012:pg. induction), kentoc'h eget tredanlusk, tredanluskadur pe tredanluskerez (Vallée, 1919:28 ha 1931:pg. induction).

Klasket ez eus bet ober diouzh ar c'hemm a zo bet lakaet etre amred hag amredad en eil embannadur eus ar geriadur unyezhek embannet gant An Here (Menard ha Kadored, 2001). An eil ger eo a zo implijet e-barzh amredad tredan kloz (pg. amredad) hag e-barzh termenadur ar red evel obererezh mont dre un amredad (pg. red1). Anat eo e teu termenadur an amred evel endalc'had un amred da vezañ un diresis a-walc'h gant an troiennoù-se. Gant aozerien all ne gaver nemet ur ger evit an daou ster koulskoude : a-wezhioù ez eo amredad (Lagadeg ha Menard, 1995) hag a-wezhioù all amred (an Noalleg, 2006 ; Menard, 2012).

Divizet ez eus bet ober diouzh reolennoù boas ar peurunvan evit treuzskrivañ an amprestadennoù : ned eus ket graet gant ar stummoù skrivet ohm ha watt neuze (Menard ha Kadored, 2001). Divizet ez eus bet ivez ha chom hep ober gant un nebeud gerioù :

  • gerioù zo enne ar rakger tredan-, tredanharz, tredanharzell, tredanharzventer (an Noalleg, 2006:pg. tredanharz, résistance électrique (phénomène), tredanharzell, résistance électrique (composant), tredanharzventer, ohmmètre), tredanlazhañ (Vallée, 1931:pg. électrocuter ; an Noalleg, 2006:pg. tredanlazhañ, électrocuter ; Menard, 2012:pg. électrocuté), tredanluskañ, tredanvarreoler, tredanvec'hiad (an Noalleg, 2006:pg. tredanluskañ, électromoteur, tredanvarreoler, potentiomètre électrique, tredanvec'hiad, charge électrique), tredanvarr (an Noalleg, 2006:pg. tredanvarr ; Menard, 2012:pg. potentiel2, électrique),
  • gerioù zo enne al lostger -el, blein leiel, muiel (an Noalleg, 2006:pg. blein),
  • anvioù ar benvegoù muzuliañ amprestet digant ar galleg pe savet diwar ar ger muzulier(ez) pe diwar an unanenn vuzuliañ, ampermetr (an Noalleg, 2006:pg. ampermetr, ampèremètre), amperventer (Menard, 2012:pg. ampèremètre), ampervuzulier (Vallée, 1931:pg. ampèremètre), kass-vuzulierez (Vallée, 1919:26), kasvuzulier(-tredan) (Vallée, 1931:pg. voltmètre), mentkassvuzulierez (Vallée, 1919:26), mentkasvuzulier, mentvuzulier (Vallée, 1931:pg. wattmètre, ampèremètre), mentvuzulierez (Vallée, 1919:26), mentvuzulier-tredan (Vallée, 1931:pg. ampèremètre), ommetr (an Noalleg, 2006:pg. ommetr, ohmmètre ; Menard, 2012:pg. ohmètre), tredanvuzulier (Vallée, 1931:pg. électromètre), voltmetr (an Noalleg, 2006:pg. voltmetr, voltmètre ; Menard, 2012:pg. voltmètre), voltvuzulier, wattvuzulier (Vallée, 1931:pg. voltmètre, wattmètre),
  • gerioù a bep seurt, afell (Lagadeg ha Menard, 1995 ; Menard ha Kadored, 2001 ; Menard, 2012:pg. interrupteur), daspugenrez (Vallée, 1931:pg. accumulateur), daspugenrez-tredan (Vallée, 1919:26), dazeiler (Lagadeg ha Menard, 1995), enaouer (ar Glev, 1989:pg. interrupteur), heptreug (an Noalleg, 2006:pg. heptreug, court-circuit ; Menard, 2012: pg. court-circuit), pil (Menard ha Kadored, 2001:pg. pil3), tredanerez dourennek (Vallée, 1919:26 ha 1931:pg. pile), red-dired (Vallée, 1931:pg. alternatif), red donemone (Vallée, 1919:26), red-eeun (Vallée, 1919:26 ha 1931:pg. courant), red kas-digas (Vallée, 1931:pg. alternatif), red monedone (Vallée, 1931:pg. alternatif), red tredan dazeilat (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. dazeilat, red1), red war-eeun (Vallée, 1919:26 ha 1931:pg. courant), tredanerez donemone (Vallée, 1919:26), treuzred (an Noalleg, 2006:pg. treuzred, court-circuit), untuaer (an Noalleg, 2006:pg. untuaer, redresseur ; Menard, 2012: pg. redresseur).

Lod eus an amprestadennoù diwar ar galleg a c'hall bezañ amsklaer a-wezhioù. Pa vez lavaret pe skrivet « un ommetr » e c'haller kompren « 1 om-metr » e-lec'h « un harzventer » e degouezhioù zo. Ha termenoù diresis pe resis betek re a gaver er geriadurioù ivez. E-barzh « barr luskañ », da skwer, ez eo bet kavet « luskañ » reishoc'h eget tredanel (Menard, 2012:pg. électromoteur) ha skañvoc'h eget tredanluskañ, seul vui pa seller ouzh ar pezh a zeufe an deverad « diluskañ » da vezañ. En hevelep doare e kaver a-wezhioù tredanvarr evit « barr tredan », hogen barr eo a vez implijet dalc'hmat e-barzh kemm barr. Dre vras ned eus ket bet graet kalz gant ar rakger tredan-, rak boas eur d’ober dreist-holl gant gerioù eeun e brezhoneg.

Heñvelster da spanaer eo afell. Savet eo bet an termen-se gant Guy Étienne diwar ar pennanv af, rak hervezañ e oa heñvel kejadenn an daou bezh metal er spanaer ouzh un af, da lavaret eo ur pok pe ur bouch, ha p’en doa kinniget ar ger e oa bet lavaret dezhañ : Grit fouzhell eus "prise de courant" kement hag ober... (Étienne, 1979). N’en deus ket graet ar ger diwezhañ-mañ kement all a berzh neoazh.

Implijet eo bet bec'hiañ ha divec'hiañ evel verboù gwan. Ned int meneget er geriadurioù nemet evel verboù kreñv eeun evit an tredan koulskoude (an Noalleg, 2006:pg. bec'hiañ, charger, divec'hiañ, décharger ; Menard, 2012: pg. charger, décharger). An arver eus ger bec'hiañ evel verb gwan a zo testeniekaet evit sterioù all eus ar ger evelkent (Lagadeg ha Menard, 1995 ; Menard ha Kadored, 2001).

Evit tagañ gant an tredan e kaver tredangeuziañ e geriadurioù zo (an Noalleg, 2006:pg. tredangeuziañ, électrocuter ; Menard, 2012:pg. électrocuter, électrocution). Moarvat ez eo savet ger-se diwar keuz en abeg m’en deus talvezet « douleur » e galleg (Favereau, 1992:pg. keuz). Hogen ar ger hag e droidigezh c'hallek a vefe da intent evel « poan sprered », en hevelep doare ma ranker intent ar ger keusaat hag e droidigezh c'hallek « molester » (Favereau, 1992:pg. keuzzaad / keusaat) evel « bec'hiañ, chalañ ».

Ar ger tredanlazañ, evit lazhañ gant an tredan, a zo bet roet ur ster strizh dezhañ gant Martial Menard. Talvezout a ra evit ar c'hondaonidi hepken en e c'heriadur, met anat eo ez eo bet drougvesket ar verb hag ar pennanv, rak kinniget eo bet ar ger evel troidigezh ar pennanv « électrocuté » (Menard, 2012).

Dont a ra an droienn krignet gant an tredan eus ur jod kriget gant an tredan (Jeused, 1968:187). Diaes eo chom hep sellet ouzh kriget evel ur fazi bizskrivañ.

Levrlennadur

Un nebeud aozerien o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Favereau, Francis Favereau ; Reun ar Glev, René Le Gléau ; Frañsez Vallée, François Vallée.

Oberennoù ha pennadoù

  • [Dizanv] : 1942. « Keleier ar Vro ». Arvor, niv. 87, eil bloavezh, 6 a viz Gwengolo 1942, p. 3.
  • [Dizanv] : 1968. « Ar miz », Ar Bed Keltiek, niv. 109, Genver, 1968, p. 24-28.
  • An Noalleg, Yann-Baol : 2006. Geriadur ar Fizik. Sant-Tonan : Preder.
  • Deshayes, Albert : 2003. Dictionnaire étymologique du breton. Pioltello (Italia) : Chasse-Marée.
  • Étienne, Guy : 1979. « KIS-165 – Gl. interrupteur », diwar ul lizher skrivet gant Guy Étienne d’an 28 a aviz C'hwevrer 1975, Lavar 07, Preder 237-238, Meurzh-Ebrel 1979, Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh, p. 39.
  • Étienne, Guy : 1995. Geriadur ar stlenneg e teir yezh : galleg, sozneg, brezhoneg – Dictionnaire de l’informatique en trois langue : français anglais, breton. Kintin : Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh.
  • Favereau, Francis : 1992. Geriadur ar brezhoneg a-vremañ brezhoneg-galleg galleg / brezhoneg – Dictionnaire du breton contemporain bilingue. Montroulez : Skol Vreizh.
  • Hemon, Roparz : 1938. Stagadenn da Walarn, niv. 117, e-barzh Gwalarn, niv. 121, Kerzu 1938.
  • Jeused, Teofil : 1968. « Hor bara pemdeziek ». Al Liamm, niv. 128, p. 182-188.
  • Lagadeg, Jean-Yves ; Menard, Martial (renerien) : 1995. Geriadur brezhoneg. Sant-Tonan : An Here.
  • Le Gléau, René : 1983-1994. Dictionnaire classique français breton. Kintin : Al Liamm.
    • 1984 : Levrenn II, C - Debla.
    • 1989 : Levrenn VI, Impunité - Marche.
    • 1994 : Levrenn X, Situation - Zygoma.
  • Menard, Martial : 2012. Dictionnaire français-breton. Vincenza (Italia) : Palantines.
  • Menard, Martial ; Kadored, Iwan (renerien) : 2001. Geriadur brezhoneg. Sant-Tonan : An Here.
  • Vallée, François : 1919. « Essai de technologie bretonne ». Buhez Breiz, niv. 11-12, bloavezh 1, p. 26-28
  • Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément ». Adembannet e 1980. Sant-Brieg : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.