Ar c'hoari echedoù

gant Yann-Vadezour ar Rouz
Lakaet enlinenn d’an 19.07.2020,
daskemmet d’an 23.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; pg. pennger(ioù) ; st. eb. stumm etrebroadel.

Geriaoueg ar c'hoari echedoù

Meur a zoare a zo da envel ar c'hoari : c'hoari echedoù (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. c'hoari1), echedoù (Vallée, 1931:pg. échec ; Ar Menn, 1965:117 ; Helias, 1986:pg.echedou, échec), c'hoari tudigoù-koad (Ar Menn, 1965:117), ha rouesoc'h c'hoari-laerig (Vallée, 1931:pg. échec) ha gwezboell (Helias, 1986:pg. échec ; Menard ha Kadored, 2001). Ar ger gwezboell a dalvez dreist-holl evit ur c'hoari all a orin eus Iwerzhon ha Kembre (Menard ha Kadored, 2001).

Deveradoù en deus ar ger gwezboell : gwezboeller, -ien (Vallée, 1931 ; Menard, 2012), evit ar c'hoarier ha gwezboellat (Vallée, 1931 ; Menard, 2012) evit ar verb, met gallout a reer ober ivez gant c'hoari gwezboell (Menard ha Kadored, 2001:pg. gwezboell) pe c'hoari ar gwezboell (Menard ha Kadored, 2001:pg. gwezboell). Evit an echedoù e vez graet gant ar verb c'hoari ivez : c'hoari an echedoù (Ar Menn, 1965:117 ; Menard, 2012:pg. échecs), c'hoari gant an echedoù (Vallée, 1931:pg. échec), ha rouesoc'h c'hoari laerig (Vallée, 1931:pg. échec).

Anvet eo an dalc'her a c'hoarier warnañ tablez, -où (Vallée, 1931 ; Lagadeg ha Menard, 1995:pg. echedoù, tablez ; Menard, 2012:pg. échiquier), taolenn, -où (Ar Menn, 1965:117), taolenn echedoù (Helias, 1986:pg. échiquier), a-wezhioù damer, -où (Vallée, 1931:pg. échiquier), ha rouesoc'h taolenn-wezboellat, taolennoù-gwezboellat (Vallée, 1931:pg. échiquier). Ar ger damer a dalvez dreist-holl evit ar c'hoari damez, ha taolenn-wezboellat evit ar gwezboell.

Pezhioù disheñvel a ya d’ober ar c'hoari, gwenn evit ul lodenn anezhe, du evit al lodenn all, hag an hevelep re a gaver evit pep hini eus an daou liv :

  • pezh gwerin, pezhioù gwerin (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. gwerin), hag a-wezhioù pezhig, pezhioùigoù (Ar Menn, 1965:118),
  • tour, -ioù (Ar Menn, 1965:118 ; Lagadeg ha Menard, 1995:pg. echedoù, tour),
  • marc'heg, marc'heien (Ar Menn, 1965:118 ; Lagadeg ha Menard, 1995:pg. echedoù), hag a-wezhioù marc'h (Ar Menn, 1965:118),
  • farouell, -ed (Ar Menn, 1965:118 ; Menard, 2012), a-wezhioù furlukin, -ed (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. echedoù, furlukin), ha rouesoc'h foll, -ed (Ar Menn, 1965:118),
  • rouanez (Ar Menn, 1965:118 ; Lagadeg ha Menard, 1995:pg. echedoù), hag a-wezhioù damez (Ar Menn, 1965:118),
  • roue (Ar Menn, 1965:118 ; Lagadeg ha Menard, 1995:pg. echedoù).

Pa vez an tro da c'hoari e ranker dilec'hiañ ur pezh, hag a-wezhioù e c'haller kemer ur pezh d’ar c'hoarier all neuze. E degouezhioù zo e c'haller kemer en ur dremen (Ar Menn, 1965:118), hag ivez rokiñ (Menard, 2012:pg. roquer), da lavaret eo ober an eskemm bihan pe ober an eskemm bras (Ar Menn, 1965:118). Ur gendilec'hiadenn eo an eskemm, kentoc'h eget un eskemm savlec'hioù ; anvet eo ivez rok, -où (Menard, 2012:pg. roque), hag an eskemm bihan hag an eskemm bras, rok bihan ha rok bras (Menard, 2012:pg. roque).

Ar roue eo ar pezh pouezusañ, ha reiñ lamm d’ar roue (Ar Menn, 1965:118) eo pal ar c'hoari. Ma ne c'hall ket unan eus ar c'hoarierien dilec'hiañ pezh ebet hep lakaat e roue war var n’eus gounezer ebet. An dro-lavar boud eo ar roue (Ar Menn, 1965:118) a glot gant an degouezh-se.

En enep, pa vez roue ar c'hoarier all war var e lavarer : « Bec'h d’ar roue ! » (Ar Menn, 1965:118). Ha pa ne c'hall ket hennezh en em dennañ : « Lamm d’ar roue ! » (Ar Menn, 1965:118) ; neuze ez eo tizhet ar pal hag echu ar c'hoari.

An troioù-lavar enne ar ger « lamm », arveret evit ar gouren, a zo bet astennet o ster ha talvezout a reont evit ar stourmoù dre vras, hag alese o adkaver evit er c'hoari echedoù. Testeniekaet eo, evel-se, reiñ lamm evit ar gouren (Rostrenenn, 1732), evit ar stourmoù (Perrot, 1911:179), hag er c'hoari echedoù (Ar Menn, 1965:118).

An troiennoù-se a vefe poellek degemer en hevelep doare neuze, rak talvoudus int er c'hoari echedoù ivez :

  • bezañ lamm (ar Berr, 1938:112),
  • kaout lamm (Roudaut, 1872:pg. tomber),
  • kaout ul lamm digant unan bennak (Perrot, 1911:725).

Geriawouriezh

Evit ar ger tablez ez eo -où merk al liester hervez aozerien zo (Lagadeuc, 1499 ; Rostrenenn, 1732 ; Vallée, 1931 ; Menard, 2012). Aozerien all a ro ul liester e -ioù koulskoude (Helias, 1986:pg. tablez ; Lagadeg ha Menard, 1995 ; Menard ha Kadored, 2001).

Skrivet eo bet ar ger boud gant un t e-lec'h un d e bout eo ar roue gant Gwennole ar Menn (1965:118). Ha lakaet eo bet boud, bezañ boud, lakaat boud ha lakaat ub. boud da glotañ gant mat, être mat, mater ha faire qqn mat gant Martial Menard (2012:pg. mat1, mater1) e-lec'h pat, être pat, mettre pat ha mettre quelqu’un pat. Dont a ra anat ez eo bet treuzkomprenet ar ger aze pa seller pizh ouzh ar pennad a zo bet skrivet gant Gwennole ar Menn (1965) hag arveroù ar ger.

  1. Klasket en deus Gwennole ar Menn reiñ holl an termenoù hag an troiennoù implijet er c'hoari echedoù. Souezhus e vefe en defe disoñjet un termen ken pouezus all.
  2. Ur rannbennad en deus graet Gwennole ar Menn gant an troiennoù a vez implijet pa vez ar roue war var, ha n’emañ ket ar ger boud e-barzh. N’eus ket bet graet liamm ebet etre an troiennoù-se hag ar ger boud en e bennad zokenoc'h.
  3. Implijet e vez ar ger boud er c'hoari domino (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. boud1 ; Menard ha Kadored, 2001:pg. boud2) hag er c'hoarioù kartoù (Charlez ar Gall, 1957:448), ha ne dalvez ket en deus kollet ar c'hoarier. Talvezout a ra ne c'hall ket hemañ c'hoari nemetken.

Levrlennadur

Aozerien hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Leon ar Berr Léon Le Berre ; Emil Ernod, Émile Ernault ; Gregor Rostrenenn, Grégoire de Rostrenen ; Per Jakez Helias, Pierre Jakez Hélias ; Reun ar Rouz, René Le Roux ; Yann-Vari Perrot, Jean-Marie Perrot ; Frañsez Vallée, François Vallée.

Oberennoù ha pennadoù

  • Ar Gall, Charlez : 1957. « Le vocabulaire breton de L’Hôpital-Camfrout ». Annales de Bretagne et des pays de l'Ouest, levrenn LXIV, niv. 4, bloavezh 1957, p. 445-473.
  • Ar Menn, Gwennole : 1965. « Deskomp c'hoari an echedoù ». Ar Bed Keltiek, niv. 76, 1965, p. 117-118.
  • Hélias, Pierre Jakez (rener) : 1986. Dictionnaire breton : breton-français, français-breton. Pariz : Garnier.
  • Lagadeg, Jean-Yves ; Menard, Martial (renerien) : 1995. Geriadur brezhoneg. Ar Releg-Kerhuon : An Here.
  • Lagadeuc, Jehan : 1499. Catholicon. Landreger : Jehan Calvez.
  • Le Berre, Léon : 1938. Bretagne d’hier. Abalor. (Adembannadur : embannadur kentañ, 1933.)
  • Menard, Martial : 2012. Dictionnaire français-breton. Kemper : Palantines.
  • Menard, Martial ; Kadored, Iwan (renerien) : 2001. Geriadur brezhoneg. Plougastell-Daoulaz : An Here.
  • Perrot, Jean-Marie : 1911. Buez ar Zent. Savet gant an Aotrou Perrot. Kure Sant-Nouga. Ha skeudennet gant an Aotrou Guennec. Montroulez : Le Goaziou.
  • Rostrenen, Grégoire de : 1732. Dictionnaire françois-celtique, ou françois-breton necessaire a tous ceux qui veulent apprendre à traduire le françois en celtique , ou en langage breton , pour prêcher , catechiser , & confesser , selon les differens dialectes de chaque diocese ; utile , & curieux pour s’instruire à fond de la langue bretonne , & pour trouver l’éthymologie de plusieurs mots françois & bretons , de noms propres de villes , & de maisons. Par le P. F. Gregoire de Rostrenen , prêtre & prédicateur capucin. Roazhon : Julien Vatar.
  • Roudaut, V. : 1872. Supplément aux dictionnaires bretons – Étude récréative et sérieuse : histoire, physiologie linguistique, orthographe, vocabulaire, etc. par le traducteur breton du Mensis Marianus du P. Jacolet, et de l’Avenue du Ciel. Bali an Eê.. Landerneau. Landerne : Imprimerie de P.-B. Desmoulins Fils.
  • Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Imprimerie commerciale de Bretagne. [Adembannet e 1980. Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément » avec le concours de E. Ernault & R. Le Roux. Groñvel : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.]